Never Let Me Go

Never Let Me Go a zo un ukroniezh iskis : er bloavezhioù 50 e vefe bet kavet un diskoulm d’ar c’hleñvedoù spontusañ. Darn vrasan an dud a vev betek 100 vloaz digudenn. Posupl eo a-drugarez da voudoù savet a-ratozh, chatal denel a « servij » just da reiñ o organoù. Harozed an istor a zo e-touez an dud-se. Bevañ a reont ur vugaleaj blijus en ur skol, c’hoarzin, tresañ, c’hoari ha deskiñ. A bep seurt a reont. Da 18 vloaz e vezont kaset da vevañ en un ti-feurm, un tanva kentañ d’ar « bed gwirion » eo. Ne bado ket pell mare ar frankiz siwazh…
Setu neuze penaos e komz an istor eus kudennoù etik, emdroadur ar gevredigezh hag ar skiant/medisinerezh. Dedennus-tre eo. Ha pep tra a zo graet en un doare dous awalc’h abalamour eo kontet an traoù dre sell Kathy, plac’h yaouank kizidig hag un tammig laosket a-gostez. Istorioù karantez, gweledvaennoù brav eston, sonerezh tristig, ur gwir melo. N’eo ket displijus avat, krouiñ a ra un aergelc’h ispisial, barzhoniel. An aktourien a zo barrek kenañ ouzhpenn. Roet en deus din c’hoant da zizoloiñ ar romant.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: