Holy Rollers

Un istor souezhus a gont Holy Rollers : hini ur rouedad gwerzherien dramm hag a zo bet outañ er bloavezhioù 90 e NY. En ur gas yuzevien eus ar re siriusañ da Amsterdam evit kerc’hat ecstasy ez eo diorroet spontus ar rouedad bihan-se.
Sam (pe Shmuel) a zo 20 vloaz. N’eo ket gwall entanet gant e studioù a-benn dont da vezañ rabbi… C’hwitet en deus war e eured (n’eo ket bet asantet gant familh e danvez-gwreg) ha n’eo ket gwall laouen gant e labour e stal e dad. C’hoant en defe da c’hounit arc’hant. Pa vez kinniget dezhañ kemer perzh er rouedad e wel un doare da vont davet an hunvre-se. Eveljust ne ouie ket petra ‘oa kaoz er penn-kentañ, rak ur paotr sirius kenañ eo memestra. Tamm-ha-tamm e tispartio diouzh e familh hag e gumuniezh, lakaet a-gostez abalamour d’e levezon fall.
Ur film diwar-benn ar relijion yuzev eo neuze, ha penaos e c’hall unan tost ouzh ar relijion pellaat ken aes ha tra. Jesse Eisenberg a zo kendrec’hus kenañ er rol pennañ, a-wechoù egredik ha pur, gwechoù all erru skuizh gant pouez ar relijion. Ne gontin ket ar fin peogwir eo « dic’hortoz » (n’eo ket kement-se e gwirionez, met ne vezer ket boaz ec’h echufe an traoù evelse er filmoù). Dedennet gant an endro, souezhet brav on bet ivez gant lodennoù zo : ar pezh a dremen e boestoù noz pe c’hoazh al lodennoù dispiz un tamm evel ma konte Rachel e wele an traoù pa doa tapet ecstasy.

Netra da welet : mont a ran da vakañsiñ e-pad ur sizhun ha n’ouzon ket daoust hag em bo tro da lakaat pennadoù amañ! Setu ken ar c’hentañ tro ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: