Dielloù evit Meurzh, 2011

Maruta 454

Posted in Levrioù bannoù-treset on Meurzh 29, 2011 by geekezig

Ul lodenn dedennus-kenan eus an Istor a vez kontet e-barzh Maruta 454. Ar c’hampoù e-lec’h m’eo bet jahinet Sinaiz gant Japaniz evit krouiñ armoù biologel. Ral awalc’h eo an testenioù diwar-benn-se rak chomet eo kuzh e-pad pell. Kavet em eus e oa dispar ar mennozh. Goude-se a-fed frammañ n’em eus ket dre ret kavet anat da gompren. Digempouez en deus seblantet din, tremen a ra traoù zo re vuan (al lodenn m’emaint bac’het da skouer a dremen evel un ten evit al lenner padal e oa hir spontus evito), ne oa ket anat kompren ma oa an haroz o soñjal pe tud o komz. Ha dreist-holl e oa torr-penn peogwir ez un ur bern gerioù pe troioù-lavar sinaeg e-korf an destenn. N’eo ket-se ar gwall afer anat, met displeget int e fin al levr, setu eo ret tremen hon amzer o vont da sellout ouzh an droidigezh, distreiñ d’an istor, distreiñ da glask ur gêr all (bez ez eus bet ur bajennad gant 5 tro evelse ><)… Kalz aesoc’h vefe bet lakaat an droidigezh just dindan pe e traoñ pep pajenn…
An tresadennoù n’eus ket trawalc’h a fiñv ganto ha livioù zo a zo re deñval, a guzh an tresadennoù (glas an noz da skouer). Dipitus kenañ, dreist-holl pa weler an tresadennoù labour e fin al levr a zo kalz bravoc’h ha sklaeroc’h! ><
Un doare testenn displegañ a zo er fin a zo mat kenañ evit kompren mat pezh a zo c’hoarvezet. Met mod all ne gavan ket “aes” an dibaboù graet a-fed sevel an istor, treiñ nag an dibaboù grafek. 😦

Advertisements

La main du diable

Posted in Filmoù on Meurzh 29, 2011 by geekezig

Evit cheñch eus ar filmoù birvilh ha komediennoù amerikan ez on aet davet ur film faltazi gall kozh. Un istor klasel kenañ a gont : un arzour un tamm c’hwitet a gav war e hent un den a ginnig gwerzhañ dezhañ un dorn sorset. Gant an dorn-se e vo gouest da livañ kaerañ taolennoù ar bed! Met da ziwall ‘zo : ret eo dont a-benn da adwerzhañ an dorn araok mervel, mod all e vo tapet ene “perc’henn” an dorn gant an diaoul…
N’eo ket gwall ziaes kompren an istor ha n’eo ket tort an doare m’eo kontet. Se an hini a zo plijus gant ar filmoù kozh : efedus kenañ e oant. Ar film a bad 1e18, n’eus ket amzer da goll, kontet e vez just istor ar paotr adalek ar mare m’en deus kejet gant ur plac’h yaouank ha bet c’hoant plijout dezhi, met hep donezon na arc’hant n’eo ket aes!
Ar sonerezh a lak un tamm da soñjal e hini Lenn an Elerc’h (ar penn-kentañ, da c’houde e cheñch mik) fentus eo ^^
Plijet en deus din ar fed e vefe un diskoulm d’an istor met ne echu ket dre ret en un doare mat. Klotañ a ra gant an istor faltazi a vez kontet. Setu, n’eus netra dreist-ordinal gant ar film-se met graet e oa mat ha plijus eo da sellet zoken hirie an deiz! (Un dalenn hepken a zo iskis pa vez diskouezet ar paotr o pakañ ur voest gant e dorn kleiz e vez merzet e tremen an traoù en tu-gin ^^)

Youth in Revolt

Posted in Filmoù on Meurzh 28, 2011 by geekezig

N’ouzon ket hag eñ e ra a-ratozh kaer pe betra met gwir eo eo techet Michael Cera da c’hoari ordin memes doare tudennoù. Ne cheñcho ket an traoù e Youth in Revolt e lec’h ma c’hoari Nick Twisp, ur c’hrennard loser a fellfe dezhañ gouzout hiroc’h diwar-benn ar merc’hed… E-kerzh vakañsoù e kej ouzh Sheeni hag e raio pep tra evit galloud chom ganti ha bevañ un istor karantez ganti. Evit-se e ijin un doare alter-ego cool hag a ra fae war pep tra : François Dillinger. Ur bern prantadoù fentus-tre a zo e-barzh ar film a-drugarez d’an dudenn-se dreist-holl. An eiltudennoù zoken c’hoariet gant aktourien dispar (Steve Buscemi, Zach Galifianakis hag all) zo lakaet a-gostez un tamm ha n’int ket ken dispar eget se. Skeudennoù brav eston a zo (reiñ a ra c’hoant mont da bourmen gant un oto war hentoù ar Stadoù-Unanet ha da vale e koadoù du-hont) ha prantadoù bevaat kentoc’h graet mat hag a glot gant ton ha tudennoù ar film. N’ouzon ket m’eo heñvel ouzh romant C.D. Payne met a-du vefen awalc’h da lenn al levr evit keñveriañ. Setu ur filmig plijus.

The Expendables

Posted in Filmoù on Meurzh 28, 2011 by geekezig

N’em boa ket bet tro da welet The Expendables er sinema zoken m’am befe bet c’hoant awalc’h. Anzav a ran e oan dedennet awalc’h gant ar seurt ijinadenn spontus lakaat ur bern aktourien birvilh holl asambles evit krouiñ un dra bennak. Skañv skañv eo ar senario met bon, n’eo ket re strikt. Ar pezh ‘m eus kavet dipitusoc’h a oa ar fed ne vefe ket dispar ar prantadoù birvilh (reoù zo a ya re vuan ne vez ket komprenet mat da skouer) ha ne oa ket fentus-tre ar film a-benn ar fin. Estreget cameo Schwarzenegger e oan kentoc’h  o vousc’hoarzhin peogwir e oa forzh petra ha n’eo ket abalamour da daveoù da filmoù pep hini pe traoù a seurt-se. Eveljust ne oan ket o c’hortoz traoù soutil na netra, met ijinañ a raen un dra “funoc’h”.

Bébés

Posted in Filmoù on Meurzh 28, 2011 by geekezig

Un teulfilm un tammig ispisial eo Bébés. Heuliet eo bet pevar poupig (daou baotr ha div blac’h) o vevañ e broioù disheñvel (Namibia, Mongolia, Japan ha Stadoù-Unanet Amerika). N’eus tamm mouezh-off ebet, tamm displegadenn ebet, skeudennoù hepken, trouzioù ar vuhez pemdez, sonerezh hag ar frammañ. Fentus-tre eo peogwir e vez merzet buan pegen heñvel eo ar vugale zoken ma n’int ket savet en un endro heñvel. Da c’houde eo un tammig arabadus memestra gwelet e vezont holl o tebriñ, o ouelañ, o kregiñ da gerzhet… Ordin ar memes tra un tamm. Moutig eo eveljust met bon, zoken 1e15 ‘m eus kavet hir o sellout deus ar babiged-se. Ar sonerezh a zo brav kenañ avat!

Cyrus

Posted in Filmoù on Meurzh 28, 2011 by geekezig

Setu ur wech ouzhpenn ur gomedienn amerikan “indie” gant siell Sundance hag all warnañ. Ha perak ket? Kontañ a ra istor John, trist c’hoazh goude e zorr-dimeziñ seizh vloaz zo. E wreg kent a zo o timeziñ gant un den all ha zoken m’int chomet mignoned e fellfe dezhi gwelet anezhañ evurus gant ur plac’h all. E kerzh ur gouel e kej gant Molly hag e krog un darempred plijus etrezo. Betek ma tizolofe he deus ur mab aloubus, Cyrus. Kregiñ a raio un emgann spontus etrezo.
Fentus awalc’h eo senario Cyrus ha lodennoù ‘zo a zo fentus-tre en gwirionez. Tudenn Cyrus a zo euzhus penn-da-benn! Plijus eo an tri aktour pennañ met dipitet bras on bet gant fin an istor, re simpl pe re aeset n’ouzon ket. D’ur mare bennak ivez on bet trubuilhet kaer gant ar zoomoù a zo. Zoomoù skañv met diniver. Goude ur prantad n’hallen ket selaou kaozeadennoù an tudennoù ken tapet ‘oa ma aked gant ar zoomoù-se! Torr-penn spontus eo. A-benn ar fin em eus kavet dipitus ar film, savet oar ur mennozh mat met ne oa ket dre ret na lusket mat na sevenet mat…

Winter’s Bone

Posted in Filmoù on Meurzh 23, 2011 by geekezig

Ur film start eo Winter’s Bone, istor Ree, ur plac’h 17 vloaz rediet da glask warlerc’h he zad ha d’ober war-dro he familh war memes tro. Savet diwar ur romant eo ar film-se.
Un enklask eo en ur stumm met dreist-holl ur film diwar-benn ur metou sokial amerikan, ar “white-trash”. Ree a vev war ar maez, met n’eus ket kalz arc’hant gante, ret eo neuze kavout boued, ober war-dro al loened, ur metou gant merc’hed yaouank dougerez. Dazont Ree a zo an arme… An dud na gaozeont ket etrezo ha padal e oar pep hini pep tra. Ree, o c’houlennata metou an dramm, mignoned he zad, a grog da hegasiñ. Santet e vez feulster ha war memes tro kenskoazell. Brav-tre eo ar gweledva, santet e vez doujañs evit an natur… Sonerezh country a vez klevet a-hed ar film, klotañ a ra gant aergelc’h ar film. N’eo ket re lañsus al lusk, pouez an devezhioù o tremen ha tonkad ar familh o tostaat a vez santet. An aktourez yaouank Jennifer Lawrence a zo donezonet kenañ. Ur film dedennus ha savet mat eo, pinvidik ha klasel war memes tro.

%d bloggers like this: