An Arvest / Au bistro du coin

Dont a raio  Au bistro du coin er-maez d’ar 16 a viz Meurzh o tont. Ur film simpl eo, diwar-benn ur c’harter hag e annezidi. Diskouezet eo bet e Roazhon dilun, eilvouezhiet e brezhoneg. Ur raktres dic’hortoz un tamm a zo bet tro-dro d’ar film-se a oa e eilvouezhiañ e meur a “yezh frañs”: Alsasianeg, brezhoneg, kreoleg, korseg, ch’ti hag okitaneg. Anzav a ran diouzhtu ne vefen ket bet o welet ar film ma na vefe ket bet e brezhoneg. N’eo ket ur film displijus avat, mousc’hoarzhet e vez, komedianed a-feson a zo ha plijus an istor. Ur film skañv eo.  Un draig un tamm hegasus (marteze) a zo ar santad e vefe bet krouet tammoù zo a-ratozh-kaer evit ma vefe ur farsadenn gant komedian-mañ komedian. Evit reoù zo e teu brav, evit reoù all pas kement…
Al labour eilvouezhiañ e brezhoneg a zo mat-tre, e keñver azasaat keit hag e keñver c’hoari. Kuzuliañ a ran deoc’h mont d’e welet gant ma vo skignet e brezhoneg en tu bennak kichen ho ti…

Advertisements

2 Respont to “An Arvest / Au bistro du coin”

  1. Ur c’heneil din a lavaras din penaos ez eo bet ar film-se sujed an arnodenn vrezhonek dre gomz evit ar genstrivadeg a-benn dont da vout skolaer en hentenn katolik, er bloaz-mañ. Goulennet eo bet outañ ha soñjal a rae dezhañ e vefe ar “chti” ur yezh…

  2. Ne ouien ket an dra-se!
    Ah ma… Peseurt respont en deus roet?

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: