Towelhead

Setu skouer ur film gwerzhet forzh penaos er c’hwec’hkorn. Bon, eveljust ne vefe ket anat gwerzhañ ur film gant un gunujenn ouennelour bennak evel titl. Met troet eo bet gant « Tabou(s) » (oooh!). Da c’houde ez eus skrivet war golo an DVD « scandaleux, dérangeant, subversif » hag an diverañ a gont penaos eo desachet tout paotred ur c’harter gant ur plac’h yaouank 13 vloaz. Ma… Ur sell eo war ar film hañ, met n’eo ket se an istor memestra. Savet eo Towelhead diwar ul levr skrivet gant Alicia Erian (embannet e 2005) ha sevenet eo gant Alan Ball (krouer Six Feet Under, True Blood ha senariour American Beauty). E film kentañ eo.
Istor Jazira eo, ur plac’h 13 vloaz a vez skarzhet gant he mamm. Mont a ra da vevañ gant he zad en ur vanlev cheuc’h amerikan klasel en Texas. Towelhead a gaoze eus kalz (re a d/?) traoù : ar revelezh ha pegen start eo komz diwar-benn se d’an oad a 13 vloaz, gouennelouriezh pemdez ivez hag eveljust pedofiliezh. Un endro politikel gant brezel Irak (war seblant e vefe kentoc’h brezel ar Golf hervez tud zo, met kavout a ran e c’hallfe tremen hirie an deiz ivez) a zo ouzhpenn, se ra kalz memestra. Lodennoù zo em eus kavet un tammig a yae un tammig pell ganti, tad Jazira da skouer a zo un tamm re daer ganti. War memes tro ez eus ur bern tud a sav o bugale en un doare dishenvel eus o hini da vevañ gwirion.N’eo ket faos pout. Ur film pinvidik-tre eo, direnkus dre ma z’eus kaoz eus sekselezh ha bugale… N’eo ket savet en un doare na gwelata na kentelius, met un tamm re cliché eo a-wechoù, traoù zo a seblant gwirion ha lod all na seblantout ket gwir tamm ebet. Ouzhpenn-se, n’eo ket dedennus-tre a-fed teknik, ur film klasel kenañ eo a-fed stumm.
Goude bezañ sellet ouzh ar gaozadenn gant ar sevener on a-du a-walc’h gant traoù zo a lâr  : dedennus eo ar film dre ma na vez ket gwelet ar plac’h yaouank evel ur c’houzañvadez, c’hoari a ra un tamm gant ar fed e vefe koant ha daoust a dibosupl eo d’an oad se? N’eo ket un abeg evit lâret eo normal ar pezh a c’hoarvez ganti. Eus an tu all, tudenn ar bourevier n’eo ket un den e-unan un tamm nec’hus met un amezeg sympa. Start eo gwelet anezhañ evel un euzhvil, ha n’eo ket. Un den en deus graet un dra euzhus ne lavaran ket.
Dedennus met dipitus eo rak a-benn ar film n’ouzer ket re m’eo ur film digor-tre a-spered (re zoken?) pe kazi kilstourmer er c’hontrol. N’eo ket anat a-benn ar fin kompren mat kemenn ar film ha petra soñjal (fentus eo? sirius eo?)…
Domaj eo e vefe gwerzhet evelse memestra rak sur awalc’h e vo ur bern tud souezhet un tamm gant an disoc’h! (mat pe fall se n’ouzon ket ^^)

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: