Méfiez-vous des enfants sages

Setu ur romantig iskis. Skrivet eo bet gant Cécile Coulon, bet ganet e 1990 ha skrivet ganti ul levr pe zaou dija. Méfiez-vous des enfants sages a zo berr (107 pajennad) ha tremen a ra pep tra er Stadoù-Unanet, kirri boutin, bugale oc’h ober skate-board hag oc’h evan Coke forzh pegement. Ne c’hoarvez ket kalz a dra en istor, heuliet e vez ur plac’h, ur paotr ha goude-se ur plac’hig (merc’h an div dudenn meneget araok). Spontet eo ar plac’hig gant ar c’hevnid a vez studiet gant he zad, plijout a ra dezhi hec’h amezeg un tamm drol hag ur c’helenner un tammig drammet. Dipitet on bet un tamm gant ar fed ne c’hoarvezfe ket kalz a dra met war memes tro on bet bammet awalc’h gant an aergelc’h. Straedoù leun a heol, c’hwezh an eoul er fast-food, trouz bouloù ar banne Coke, tommder parking al lise… Fetis kenañ eo tout an traoù se. C’hwezioù, blazioù, trouzioù a deu deomp en ul lenn ha skeudennoù eveljust. Ur bern filmoù ha stiradoù amerikan.
Keñveriet e vez ar romant gant Le coeur est un chasseur solitaire gant McCullers ha L’attrape-cœur gant Salinger war ar golo-kein. Ma, n’em eus ket bet lennet anezho neuze n’hallan ket kenveriañ. Pezh a gavan anat eo mestroni ar skrivagnerez evit taolenniñ un dra a « anavezomp » holl, dre ar skinwel gwelloc’h eget en un doare all. Ur romant dedennus. Er fin e vez kinniget ur roll kanaouennoù (kentoc’h rock) evit pep pennad. Krennard marteze un tamm, met d’am soñj e klot mat gant an istor.

Advertisements

Ur respont to “Méfiez-vous des enfants sages”

  1. […] tiskouez Cécile Coulon mestroniañ un aergelc’h, evel m’oa meneget goude bezañ lennet Méfiez-vous des enfants sages. Ar wech-mañ e tremen an traoù en un aergelc’h all. Ur geriadenn a ijiner kollet e kreiz […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: