Dielloù evit C'hwevrer, 2011

Kappa no Coo to Natsu-yasumi

Posted in Filmoù on C'hwevrer 26, 2011 by geekezig

Ur film-bevaat eo Kappa no Coo to Natsu-yasumi (Un été avec Coo). Kontañ a ra istor ur paotrig hag a gav dre zegouezh ur boud iskis, ur c’happa. Ar boudoù-se a vev kostez an dour, pesketa a reont ha galloudoù hud o deus. Badezet e vez Coo ar boud bihan. Familh ar paotrig a sikouro Coo da dapout nerzh en-dro. Da c’houde e raio ar paotr ur veaj gant Coo war roudoù kappaed all. Met ur wech distro d’ar gêr, e vo brudet Coo hag ur bern kelaouennerien ha produerien a vez o redek warlerc’h ar c’happa. Hir-tre eo Kappa no Coo to Natsu-yasumi evit ur film bevaat (2e15!) ha tammoù zo a zo hir un tamm met kalz traoù disheñvel a zo. Mont war roudoù e endadoù, kustumiñ d’ar vuhez gant an dud ha da emdroadur ar gevredigezh, ar vrud dre heg, aon an dud hag all. Trist eo ivez, kalzig prantadoù start a zo ha zoken ma n’eo ket dispi ar fin n’eo ket dre ret gwellouellour kennebeut. Brav ‘m eus kavet ar film, n’eo ket dre ret ur film bevaat evit ar re yaouankañ avat.

Syndrome 1866 4 – Hiérarchie

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 26, 2011 by geekezig

Ul levrenn kilsell eo pevare hini Syndrome 1866. Kollet e anaoudegezh gantañ ec’h hunvre an haroz eus e dad, marvet en un doare iskis hag eus un den en doa graet anaoudegezh gantañ e kerzh ur staj. Hemañ a oa techet da verc’heta ha da brofitañ eus pep tra ha bountet en doa an haroz da vevañ e plas skrivaè en un doare goullo. E darempred gant e c’hoar a vez gwelet un tamm splanoc’h ivez. Al levrenn-mañ a sikour da gompren penaos eo erruet e lec’h m’aon eus laosket anezhañ e fin an trede levrenn. Mat bepred.

Doubt

Posted in Filmoù on C'hwevrer 26, 2011 by geekezig

Ur gwir emgann etre daou den eo Doubt. Etre ur seurez striz, kendrec’het eo fall ar beleg ha heman, un den hegarat ha digor a-spered met n’ouzer ket re petra n’eus bet graet araok. N’eo ket savet fall ar film ha tammoù divizoù dispar a zo etre Meryl Streep ha Seymour Phillip Hoffman. Ar sonerezh a zo plijus, un ton bennak a zo heñvel eus Lord of the Rings zoken (Howard Shore eo an hini n’eus savet ar sonerezh war memes tro). Un tamm iskis eo ar fin e lec’h ma tiskouez ar seurez un tamm denelezh ha ma vez sellet douetañs er seller diwar-benn ar beleg. Ya… bof.

Bifteck

Posted in Levrioù with tags on C'hwevrer 26, 2011 by geekezig

E Kemper emañ ar familh Plomeur o vevañ, kigerien a-feson int. André, mab a 13 vloaz ar familh a zo barrek evit merc’heta ivez. Mare brezel 14 eo ha kalz a verc’hed o-unan a zo e Kemper. Ur wech echu ar brezel e vez degaset dirak dor stal ar re Plomeur 7 bugel ! André a ziviz kuitaat Breizh ha mont da Amerika gant e vugale. Un tad aketus eo André ha zoken m’eo start ar veaj war vor e vez santet karantez an tad evit evit ar strolladig. Siwazh ur wech ar re mañ erru bras e vo dilezet un tamm o zad ganto.
Evel ur gontadenn eo romant Martin Provost. Fentus eo peogwir ez eus kalz skeudennoù barzhoniel padal e vez kaoz eus kig alies mat. En un doare prim e vev André ur bern lodennoù eus ar gerentiezh( e-unan ouzhpenn). Ar fin tout ‘m eus kavet dispar ha leun a fent. Un deorienn dedennus eo ^^ Ur romantig aes-tre da lenn, skañv ha dudius. Dipitet on bet just gant tonkad André.

Syndrome 1866 3 – Paranoïa

Posted in Levrioù bannoù-treset on C'hwevrer 23, 2011 by geekezig

Dipitet e oan bet un tammig gant eil levrenn Syndrome 1866 (e-kenver an hini kentan a oa dreist) an trede a zo dispar adarre. An haroz a zo o trein sod mik gant an aon bezañ tapet goude e dorfed. Un enklask bras a zo er c’harter ha setu e vez drol gant ar fliked, krediñ a ra e oar an holl pezh n’eus graet. Eus an tu all e glask studierien e glas mont e darempred gantañ hag e fin tout e tizoloer un dudenn nevez, n’ouzer ket re petra c’hoarvezo. Ul levrenn stenn-tre, leun a anken hag a barano. Adlasañ a ra an istor en un doare dreist.

Mad Money

Posted in Filmoù on C'hwevrer 23, 2011 by geekezig

Ur film fentus eo Mad Money. Kontañ a ra istor Bridget, erru tro 50-60 ha skarzhet he gwaz eus e labour. Kavout a ra hi labour er bank stad a zistruj ar bilhidi aet maez ar sistem. Dont a ra neuze ar mennozh dezhi laerez an arc’hant-se gant sikour kenseurtezed…
Ur film skañv eo peogwir ne vez graet drouk da zen, an torfed a vez graet gant ar merc’hed-se ne cheñch netra peogwir e laeront arc’hant n’eus ket eus outañ ken. N’eus ket tu da gavout anezho drouk neuze. Da c’houde eo plijus awalc’h gwelet Diane Keaton evel ur seurt aozerez torfedoù barrek. Meur a wech er film e vez un dudenn bennak o klask lakaat ar strollad da baouez met ur wech krog gant ur sistem kazi direbech eo start… Frammet eo ar film en un doare klasel : kregiñ a ra gant ar fin (pe ar c’hreiz), kontet e vez penaos eo erruet an traoù betek neuze gant an tudennoù o vezañ aterset gant ar fliked : ur seurt kilsell e-pad an enklask ha da c’houde ar pezh a c’hoarvez goude an enklask. N’eus souezhadenn mik ebet met klotañ a ra mat ar stumm gant ar film.

Ar marc’h glas

Posted in Levrioù with tags on C'hwevrer 23, 2011 by geekezig

Kalzig brud ‘zo bet gant romant kentañ Riwal Huon. Pennadoù, priz Frañs 3 hag all. Setu em eus bet c’hoant da lenn da welet petra oa. Ur golo brav kenañ ‘zo gant al levr-mañ, un titl brav ivez. Ur yezh plijus ivez, frazennoù a bezh a son en un doare dispar, evel ur varzhoneg. Met n’on ket bet fromet kenañ gant an istor siwazh. Un toullad prantadoù o deus plijet din memestra : ar prantad e Brest hag e Périgueux da skouer. Ar fin ‘m eus kavet trumm un tamm, met bon.
Hirig ‘m eus kavet, ne oa ket kalz a draoù o tremen, en ur stumm n’eo ket souezhus-tre abalamour eo “just” istor ur paotr bihan o tont da waz… Setu, n’on ket bet displijet met n’on ket sod gant ar romant kennebeut, un dipitig eo evidon.

%d bloggers like this: