También la lluvia

También la lluvia a zo ur film diwar-benn ur film. Met ivez diwar benn ur stourm. Kalz a voued zo neuze!
Aon ‘m eus bet er penn kentañ rak ar prantadoù « teulfilm » a vez filmet gant tudenn Maria. Ur plac’h a labour er skipailh hag a ra ur making-of bennak moarvat. Ar prantadoù se e gwenn ha du a zo filmet fall awalc’h, n’int ket brav tamm ebet, ha buan awalc’h ne vezont ket gwelet ken. Daoust ha merzet eo bet ne zegase ket gwall dra hag e oa dister? N’em eus ket komprenet mat perak e oa bet miret anezho er penn kentañ met bon ^^
Mod all ez eus ar « vuhez » hag ar film. Er vuhez eo start evit ar skipailh peogwir n’ho deus ket kalz a arc’hant evit sevel ar film, er vuhez ez eus ivez indianed Cochabamba o stourm evit ma na vefe ket lakaet krabannoù un embregerezh war an dour foran. Kalz re ger e vefe neuze an dour evito ha dibosupl bevañ (diazezet war fedoù c’hoarvezet er bloavezh 2000).
Ar pezh a vez gwelet eus ar film a ziskouez an doare m’eo bet trevadennet Amerika ar Su gant Colón hag an europeaniz er XVvet kantved.
Splann eo neuze kemenadenn ar film : pegen tost eo c’hoazh ar pezh a vev an indianed e broioù Amerika ar Su hirie an deiz eus ar pezh o deus gouzañvet e kerzh an trevadenniñ, 500 vloaz zo.
A bep seurt tudennoù a zo er film, an hini dedennusañ a zo ar produer, fent-du gantañ ha prest da douellañ an indianed evit espern arc’hant hag a sikouro anezho a-benn ar fin.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: