Indignez-vous !

Evel ur bern tud em eus lennet al levr a zo kement kaoz deus outañ. Enfin, berr kenañ eo. Ijinañ a raen un dra un tammig taeroc’h, un tammig entanusoc’h. A-benn ar fin e kaoze kalz Hessel eus penaos ez eus bet savet traoù goude an eil brezel bed hag a zo o tispenn tamm-ha-tamm. Dedennus eo a fed istor neuze hag evit gouzout eus pelec’h e teu an traoù sokial a seblant boutin hirie an deiz. Warlerc’h ne ginnig ket kalz diskoulmoù. Komz a ra kalz eus Palestinia ivez. Bon, a-benn ar fin em eus kavet e oa un tamm re verr evit ar c’hemenn a oa,  hag e veze meneget ur bern traoù hep mont don (met penaos en ober en un 20 pajennad bennak?). N’on ket sur e tihunfe kalz a dud gant al levr met n’eo ket ur skrid a c’hall ober drouk forzh penaos. Mat eo lakaat da soñj traoù zo a-wechoù. Plijet en deus din kalz ar fin : “krouiñ a zo stourm, stourm a zo krouiñ”.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: