L’annonce

Setu echu ganin ur romant savet gant Marie-Hélène Lafon. Bet he doa bet priz Page des libraires e 2009 evitañ ha merzet e oa bet kalz gant lennerien strollad lenn levraouegoù karter Roazhon. Pedet e vo da zont da gomz diwar-benn ar romant-se e miz C’Hwevrer zoken.
Ma. Dres memes stil gant frazennoù hir, ur bern gerioù, diskej a-wechoù eget he danevell em boa bet tro da lenn. Gant un danevell e kaven e oa dedennus, dreist-holl e klote awalc’h gant red soñjoù an dudenn. Aze em eus kavet-se pounner hag e gwirionez start da lenn evit heuliañ red an darvoudoù. N’eus ket kalz o tremen a c’hallfen lârat ivez. Ur plac’h 37 vloaz hag he mab 11 vloaz a ziloj eus departamant an Norzh betek ar C’hantal evit bevañ gant ur c’houer eus ar vro goude bezañ kejet dre ur c’hemenn en ur gelaouenn. Start e vo dezhi bezañ degemeret en endro-se. Taolennoù buhez pemdez, tudennoù heverk eus ar vuhez war ar-maez. Ar fin hepken, troet un tamm war tudenn ar mab en deus plijet din muioc’h, met start kenañ ‘m eus kavet a-fed lusk, skritur ha n’on ket bet dedennet muioc’h gant an istor. Sañset e skriv ordin evelse hag e kaoze alies eus tem ar vuhez war ar maez er C’hantal. D’am soñj ne glaskin ket mont pelloc’h gant dizoloadenn oberenn ar skrivagnerez-se…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: