La maison Santoire

La maison Santoire a zo un danevell skrivet gant Marie-Hélène Lafon. N’em boa ket bet tro da lenn skridoù bet savet ganti araok, setu ‘m eus soñjet e oa mat kregiñ gant un danevell. Kontañ a ra amañ istor ur paotr kozh a rank ober van mont mat hag all evit bezañ laosket da vevañ sioul e unan. Start-tre ‘m eus kavet ar mennozh ha gwir war un dro, splann awalc’h eo ar bec’h vez lakaet war ar re gozh evit heuliañ emdroadur ar gevredigezh, bezañ dedennet hag aketus, debriñ… Perak e vefe ret dezho bevañ gant tud all? (pe gant loened) Perak e vefe ret dezho bezañ dedennet ma ‘z int skuizh? Seurt prederiadennoù a zeu en ur lenn. Stummet drol eo a fed skritur, un heuliad soñjoù du eus ar paotr kozh, a seblant difin kazi (pikoù ha skejoù a zo hañ, met savet eo ar frazennoù en un doare na ro tamm analadur ebet) setu ‘m eus soñjet e danevelloù Ronan Menardeau bet embannet er gelaouenn Al Liamm un tamm. Kavet ‘m eus dedennus ar stil hag an istor met direnket on bet ha ket kendrec’het penn-da-benn. N’ouzon ket ma plijo din traoù all skrivet ganti, gwelet a rin.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: