Dielloù evit Genver, 2011

Yona Yona Penguin

Posted in Filmoù on Genver 31, 2011 by geekezig

Setu ur film bevaat sevenet gant Rintaro, en doa sevenet Metropolis ivez. Ur film gant skeudennoù sintezek (ha teirmentek) eo Yona Yona Penguin, n’eo ket ur fiñv-tresadenn klasel. Dipitet on bet gant an dibab-se rak n’eo ket brav brav an disoc’h. D’am soñj e vefe bet bravoc’h gant tresadennoù…
An istor a zo hini Coco, ur plac’h vihan a blij dezhi trevezal ar pengouined. Un nozvezh bennak e vez kinniget dezhi mont da weladenniñ ur stal leun a c’hoarielloù pengouin! Laouen bras eo met e gwirionez eo bet kaset d’ur bed all, hini ar gobilined a-benn sikour anezho da stourm ouzh Bouka-Bou, impalaer an deñvalijenn! Klasel awalc’h an istor neuze, Coco a gavo mignoned war he hent hag asambles e kavfont un diskoulm. N’eo ket displijus ar film met evit ar re vihanañ eo a gav din. Moutig-tre eo met kalz gwelloc’h/donoc’h ez eus bet savet gant Rintaro araok…

Advertisements

Ddongpari

Posted in Filmoù on Genver 31, 2011 by geekezig

Ddonpari (“keliennenn kaoc’h”?) a zo ur film korean. Troet eo bet e ditl gant Breathless er broioù all. Un dave da Godard na gavan ket me anat… Ar film-se a zo bet savet e diavaez metoù ar sinema, ar sevener en deus savet an istor a zo ivez aktour pennañ, produer, frammer… Nebeut-tre a arc’hant en doa evit ober e film. Merzet e vez un tamm siwazh, filmet eo bet gant ur c’hamera niverel hag ar skeudenn n’eo ket dispar, ober a ra teulfilm un tamm. N’eo ket lipet ker. Dibaboù iskis a zo ivez a-fed fiñvoù kamera (fiñval a ra kalz (re) a-wechoù) pe zoken a-fed stern. Chom a ra ar c’hamera tost spontus eus an dremmoù, mougus eo un tamm. Met klotañ a ra eveljust gant an istor, hini tud vouget e feulster o buhez pemdez. An “haroz” a labour evit dastum arc’hant a dle tud, paeet eo evit skeiñ ganto. Un dudenn start eo, dic’houest da gaozeal estreget evit kunujeniñ. Pep tra a dremen dre ar c’hounar hag ar feulster. C’hoant en doa ar sevener diskouez ur metou sokial izel e Korea ar Su, ken izel ha ken dic’halloud ar baotred (tadoù) ennañ ken e kempouezont en ur vezañ mac’homerien er gêr. N’eo ket gwall fentus an traoù…
A bep seurt tudennoù a zo, reoù zo a zo dedennus-tre, e-giz mignon/rener an haroz da skouer. Tammoù sioul/evurus a zo, filmet er straedoù, er marc’had, aze e seblant an tudennoù bezañ evel ar reoù all. Al lodennoù-se a zo didrouz, gant ur sonerezh sioul hepken. Ar feulster ne vez ket diskouezet kalz (alies e vez ar c’hamera war dremmoù an testoù ha n’eo ket war ar c’horfoù kastizet) met seblantout a ra rust, n’eo ket feulster “labouret” evel a vez a-wechoù e filmoù zo. Seblantout a ra gwir-tre, boutin-tre. Ur film dedennus eo Ddongpari, start. Hirig eo ivez (2e10 memestra) met ar pezh a rebechan dezhañ eo dreist-holl an dibaboù kamera meneget a-us. Mod all eo splann danezon an aktourien ha youl honest ar sevener/aktour/… YANG Ik-June.

Ghost Trick détective fantôme

Posted in C'hoarioù video on Genver 31, 2011 by geekezig

Kregiñ a ra ar c’hoari-mañ en un doare divoutin. Marv eo an dudenn bennañ. « Dihuniñ » a ra neuze, tasmant. Kollet e vemor gantañ e vo kuzuliet gant ur spered all klask ar wirionez, en nozvezh o tont rak da c’houde e vo marv da vat !
Krouet eo bet ar c’hoari gant ar memes den en doa ijinet Phoenix Wright, neuze n’on ket chomet da glask pelloc’h! Santet e vez kalz, en tudennoù, e fent ar c’haozeadennoù, er sonerezh. Memes spered a zo un tamm daoust ma n’eo ket tamm ebet memes aergelc’h na memes doare da c’hoari (na memes istor, daoust m’eo un enklask ivez).Penaos e vez c’hoariet perzh un tasmant neuze? N’eo ket diaes : Sissel (an dudenn) en deus galloudoù : gouest eo da « vont » e-barzh traoù zo ha da fiñval pe da gaout ur perzh warno. Ur galloud all en deus a zo komz gant ar re varv ha gouest eo da zistreiñ peder munutenn araok ma c’hoarvezfe marv an den e-tal dezhañ. Ar c’hoari a-bezh a zo savet war ar patrom-se : unan bennak a varv, ret eo kavout an doare da cheñch e donkad en ur implijout an endro. Ur sapre luziadell a-wechoù ! Ret eo bezañ aketus kenañ d’ar pezh a c’hoarvez ha dreist-holl pegoulz ! Ur sapre timing zo da gaout da vareoù zo. Dedennus kenañ eo an doare da c’hoari, er bed “reizh”  (levezoniñ an endro) hag e bed an tasmantoù (ruz ha glas, cheñch plas etre daou dra) neuze ha mat eo rak ez eus tu ordin da akregiñ ma na gaver ket an diskoulm diouzhtu. Tu ‘zo da c’hoari gant ar skramm touch pe gant ar boutonoù. Techet e oan me da c’hoari gant ar stiloig. Un dra all a c’hall Sissel ober hag a zo a-bouez : beajiñ a drugarez d’al linennoù pellgomz. Gouest e vo neuze da cheñch lec’h ha da sikour tud all. Evurusamant rak ur bern tud a zo liammet d’e varv ! Poliserien a bep seurt, politikourien, prizonidi ! Ur 17 chabistr bennak a zo, adalek 8 eur noz betek 6 eur beure. Kendrec’het on bet gant an doare da c’hoari ha plijus ‘m eus kavet an istor (ha ne oan ket o c’hortoz ar fin tamm ebet! Ur gwir souezhadenn eo « ar wirionez » emaomp o klask). Ur gwir taol-from, c’hoariet ‘m eus en un ten (ne oan ket gouest da c’hoari betek 3 eur beure evel m’am eus bet graet gant Phoenix Wright met kazi) ha dre ma oa tu da gregiñ en dro n’eus ket ezhomm da glask diskoulmoù war ar rouedad, goude ur mare bennak o klask e teu splann awalc’h ar respont. Er penn-kentañ e oan jenet un tamm peogwir n’eo ket gwall vrav ar c’hoari, un tammig live GBA… Met a-benn ar fin e kustumer ha n’eo ket grevus ken. Un draig am eus kavet iskis avat : ur bern fazioù galleg a zo chomet en droidigezh! Graet re vuan? N’ouzon ket met iskis-tre e ra ^^
C’hoazh ur c’hoari brav war an NDS! Ama!

The Green Hornet

Posted in Filmoù on Genver 31, 2011 by geekezig

Un toulladig traoù souezhus a zo gant raktres The Green Hornet. Seth Rogen e super-haroz? Michel Gondry o seveniñ ur film birvilh gant ur bern arc’hant? Eh. Dedennus e c’hall bezañ memestra ^^
Aet on da welet ar film hep re a rakvarnioù, ne ouien ket re petra gortoz eus seurt film. Pebezh souezhadenn ! Ur film fentus-tre, gant ur bern birvilh aes da heuliañ ha da gompren, un aergelc’h geek penn-da-benn. Santet e vez eveljust stil “klipek” (?) ar sevener, o lakaat tammoù zo da vont fonnusoc’h, reoù all gorrekoc’h, pe gant split-screenoù niverus. N’eus ket re a efedoù a-seurt-se setu n’int ket re bounner. Ar fed e vefe e 3D na cheñch netra evidon-me, moarvat ez eo bravoc’h e 2D zoken, met bon, n’em boa ket da zibab ma felle din e welet e saozneg. War an dachenn-se n’eo ket dispar an istitlañ rak un toullad farsadennoù n’int ket troet tamm ebet. Met bon, se c’hoarvez alies…
Eveljust e c’hoari Seth Rogen dres evel da gustum (daoust ha gouest eo da c’hoari un dudenn sirius?) met n’eo ket grevus, Jay Chou a zo plijus e perzh Kato ha tudenn Cameron Diaz ne servij ket da galz tra. Souezhet on bet o tizoloiñ e oa bet skrivet ar senario gant Seth Rogen e-unan (gant Evan Goldberg) met seblantout a ra logik awalc’h a-benn ar fin.
Kalz plijadur ‘m eus bet dirak ar skramm, n’on ket bet enaouet tamm ebet.

The A-Team

Posted in Filmoù on Genver 31, 2011 by geekezig

Ne oan ket bet kendrec’het-tre gant bomm-bruderezh The A-Team warlene. Met bon, ne oan ket a-enep e welet e DVD memestra. N’on ket ur mailh war ar stirad skinwel kennebeut, setu n’on na feuket na fromet gant ar pezh a c’hall bezañ heñvel pe zisheñvel, feal pe get. Kavet em eus e oa plijus awalc’h ar skipailh. N’on ket bet kendrec’het gant Barracuda, na gant an aktour na gant istor an dudenn o klask bevañ hep feulster hag all. Fentusoc’h eo peurrest ar skipailh, Murdock eveljust. N’ouzon ket perak e oan sur e oa Owen Wilson gant ur bern fardaj o c’hoari ar perzh-se. N’eo ket! Ar paotr a c’hoarie “haroz” District 9 an hini eo! Setu setu, mod all em eus kavet dedennus awalc’h an istor, an darempred fall a zo etre an arme hag ar CIA da skouer. An doare da filmañ ar “raktresoù” ‘m eus kavet efedus : displegadenn hag ober war memes tro. Al lusk a zo prim, evit se eo ur film birvilh a-feson. Kalzig fent a zo ouzhpenn, setu bon. Kavet ‘m eus un tammig hir ar raktres diwezhañ marteze, ne seblante ket din ken sklaer eget ar reoù all. Setu, ur film dudius eo ha setu ^^

La consolante

Posted in Levrioù with tags , , on Genver 31, 2011 by geekezig

La consolante gant Anna Gavalada a zo ur romant hir awalc’h, gant meur a lodenn. Istor Charles eo, un tisavour a 40 vloaz, o tizoloiñ dre kemenn marv unan bennak n’eo ket mat en e vuhez. Un istor diwar-benn ar c’hañv eo eveljust, met ivez an amzer o tremen, ar vignoniezh, ar vuhez koublad, labour ha sevel bugale. A bep seurt temoù a vez meneget el levr. Aes-tre ha plijus eo da lenn, kalz kendrec’hetoc’h on bet gant hemañ eget gant L’échappée belle. Un tammig e doare Ensemble c’est tout eo, met ‘m eus aon eo tristoc’h, siriusoc’h an temoù. Evel boaz gant ar skrivagnerez ez eus kalzig daveoù sevenadurel, ur spered un tammig parizian a c’hall bezañ hegasus. Kalz saozneg a zo ivez, abalamour e kej Charles gant ur saozez d’ur mare bennak. N’on ket bet jenet gant-se, met evit lennerien na vestroniont gant ar saozneg e rank bezañ skuizhus un tamm.

The Big Bang Theory (eil ha trede bloavezh)

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , , , on Genver 31, 2011 by geekezig

Kendalc’het eo stirad TBBT en un doare klasel, memes stil bepred. Tudennoù nevez a zo bet gwelet (Weathon da skouer, enebour Shelton!). Plijet kalz on bet gant an doare m’eo bet skrivet fin an eil bloavezh, gant ar baotred o vont da veajiñ e-pad tri miz. N’eus ket c’hoarvezet un dra a seurt se e fin an trede, met bon.
Mat eo bepred!

%d bloggers like this: