Harry Potter and the Deathly Hallows – Part 1

David Yates an hini eo a seven filmoù Harry Potter abaoe ar pempvet hini. Kentoc’h mat int met santet e vez eo kustum ar sevener-se da labourat evit ar skinwel. Alies e vez frammet en un doare un tamm reut, santet e vez an troc’hoù-bruderezh kazi…
E lodenn gentañ ar seizhvet n’en deus ket cheñchet an dra-se. Mod all eo bet savet ar sonerezh gant Alexandre Desplat ha n’eo ket fall tamm ebet. Bon, mod all, am boa aon spontus gant istor an div lodenn aze. Soñj mat ‘m eus eus ar santad hir ha pounner e hanter kentañ al levr peogwir ne oar ket an tudennoù da belec’h emaint o vont, seblantout a ra kalz re start ar pezh o deus da ober ha dibosupl penn-da-benn. Deuet eo brav eo ar santad-se war ar skramm met trawalc’h a draoù a dremen evit chom hep enaouiñ. Fent a zo evit distanañ un tamm an traoù ha kalzig from. Lec’hioù brav eston a zo ivez, abaoe pell ne oa ket bet skeudennoù ken brav e filmoù Harry Potter (abaoe an trede?).  Kontadenn an tri breur a zo dispar ivez, ul lodenn bevaat doare filmoù tchek un tamm, a live gant kontadenn an eil Hellboy un tamm (zoken ma ne implijont ket tamm-ebet memes teknikoù). Kendrec’het awalc’h on bet gant an azasadur, anzav a ran ne vank ket kalz a dra evidon (n’em eus ket soñj eus peeeeep tra el levr eveljust met an darn vrasañ a zo aze). Miz Gouere 2011 a seblant un tammig pell avat… Pell awalc’h evit adlenn ar seizhvet levr ^^

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: