Dielloù evit Kerzu, 2010

Kick-Ass levrenn 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 28, 2010 by geekezig

Setu a-benn ar fin eil levrenn Kick-Ass. El levrenn-se e vez gwelet Kick-Ass o kenlabourat gant ur super haroz all hag e vez dizoloet buhez kent Hit Girl ha Big Daddy. Feulsoc’h eo moarvat ar pezh a dremen met n’em eus ket kavet ken direnkus ar c’hemenn hag el levrenn gentañ. Plijus kenañ eo ar fin (echu eo an istor) ha bepred dreist an tresadennoù.
Un heuliad a zo war ar stern dija anvet Balls to the wall.

The Guild

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 28, 2010 by geekezig

D’am soñj n’em eus ket bet tro da gomz diwar-benn The Guild war ar blog c’hoazh. Ur “webstirad” eo savet gant Felicia Day (he deus bet c’hoariet e-barzh Buffy, Dr. Horrible’s sing along blog hag all) a gont buhez-pemdez ur strollad mignoned a vez o c’hoari asambles gant un MMORPG bennak. Fentus awalc’h eo ar stirad-se m’ho peus tro d’e sellet. Setu neuze ul levr bannoù-treset ouzhpenn a ginnig deomp dizoloiñ peseurt micher a oa gant Codex ha penaos eo deuet da c’hoari gant an MMORPG-se ha da gejañ gant ar pezh a zeuio da vezañ The Guild. Tro hon eus ivez da welet penaos eo ar c’hoari (ne vez gwelet biskoazh er webstirad pe nebeut-tre). Plijus-tre eo neuze a-benn kompren pep tra!
An doare da dresañ zo simpl, n’eo ket dreistordinal met anavezet e vez mat pep tudenn ar pezh n’eo ket fall dija!

The Soloist

Posted in Filmoù on Kerzu 20, 2010 by geekezig

Savet a-ziwar levr ar c’helaouenner Steve Lopez eo The Soloist. Kontañ a ra penaos en deus Steve Lopez dizoloet ur paotr dido ha soner gourebed donezonet kenañ e straedoù Los Angeles. Un istor a vignoniezh un tammig iskis etre daou den. Klask a ra Steve Lopez sikour ar soner ha war memes-tro ec’h implij anezhañ evit sevel pennadoù.
Eus e du, ar soner a zo klañv gant ur c’hleñved bred bennak. Tammoù eus buhez Nathaniel araok vefe o vevañ er straedoù a vez gwelet ingal met n’int ket aeset kenañ da gompren, n’on ket sur e sikourfent kement-se met pounneraat a reont un tamm red an istor. Mod all eo plijus an aktourien (zoken ma seblant Jamie Foxx gwall lu gant an dilhad hag ar blev evelse…) ha setu, ur film plijus da welet met n’eo ket dispar kennebeut.

28 jours plus tard (2) : Clint

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 20, 2010 by geekezig

Ur wech ouzhpenn eo brav golo 28 jours plus tard. Met n’eo ket aet doare tresañ an diabarzh war welaat, siwazh. El levrenn-mañ e vez desket hiroc’h diwar-benn Clint, ar c’helaouenner amerikan. Ur c’helaouenner kustum da vont war tachenn brezelioù a bep seurt. Ne ouie ket pezh a oa o c’hoarvezout er Rouantelezh-Unanet er penn-kentañ. Tro hon eus neuze da welet sell diavaez ar broioù all war pezh a c’hoarvez er film. Da c’houde e kendalc’h beaj ar strolladig e Bro Skos e lec’h e oa chomet e fin al levrenn gentañ. Kevrinusoc’h-kevrinusañ eo ar pezh a zo c’hoarvezet gant tudennoù all ar film (gwelet ‘vezont war troc’hadennoù kelaouennoù gant Selena) met mod all ne ya ket kalz war-raok an istor…

Les chagrins

Posted in Levrioù with tags , on Kerzu 20, 2010 by geekezig

Judith Perrignon a zo kelaouennerez, skrivet he deus bet levrioù dija met teullevrioù kentoc’h eget romantoù. He romant kentañ eo Les Chagrins neuze.
Kontañ a ra istor Helena, ur plac’h yaouank 22 vloaz a vez kaset d’an toullbac’h e 1967. Dre sell he mamm, he merc’h, ur c’helaouenner hag he c’haredig (eus ar mare-se) e vez savet poltred Helena.
An holl anezho na gomprenont ket mat divizoù Helena met an holl a zo bet tost outi en un doare bennak. Fromus awalc’h eo an istor dre ma c’haller gwelet pegen start eo kompren un den hag a-wechoù eo ret gortoz marv an den-se evit e/he g/c’hompren. Iskis eo penaos en deus pep tudenn e doare da gontañ, zoken ma ne oan ket fromet dre ret gant pratandoù ar verc’h e kaven brav hec’h istor. Stil Judith Perrignon, leun a varzoniezh a zo plijus-tre da lenn. Ul levr brav eo, don, denel.

Bambou le petit cerf qui mange tous ses amis

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 20, 2010 by geekezig

Setu ul levr iskis… An doare-tresañ a zo heñvel eus hini ur bugel met labouret en un doare kempenn. Un aergelc’h moutig tout a zo neuze gant an istor-se. Istor Bambou an hini eo, breur gevel diaoulek Bambi ma fell deoc’h. Dilezet gant e dad Abraham e rank Bambou deskiñ pep tra gant e vamm, Bambou en deve naon bras siwazh ha techet eo da zebriñ an holl loened a zo o vevañ gantañ. Tamm-ha-tamm e krog loened zo da gavout iskis e steuzfe kemendall a dud er c’hoad…
Ul levr gant fent du, a ra goap eus istorioù koant hor bugaleaj eo Bambou. Ur yezh groz awalc’h a zo ivez, setu n’eo ket tamm ebet evit ar vugale! D’am meno e plijo al levr d’ar re o doa kavet plijus bruderezh 13ème rueGali l’alligator“.

La trainée jaune de Comicswood

Posted in Levrioù bannoù-treset on Kerzu 20, 2010 by geekezig

Fil a zo deuet da vezañ ur super haroz en desped dezhañ, abalamour da fazi ur boud treoabl. Galloudoù dreist a zo gantañ neuze met n’eo ket gwall vrokus ar paotr. Gwelloc’h eo gantañ tapout arc’hant evitañ eget sikour an dud all.
Fentus eo mennozh diazez La trainée jaune, un haroz a vefe techetoc’h d’ober an drouk eget traoù all. N’eo ket plijus tamm ebet tudenn Fil, siwazh. Iskis awalc’h eo ar fent hag a live izel (staot-kaoc’h c’hic’hic’hi) hag an tresadennoù e gwenn-ha-du a seblant re leuniet ha start da lenn. N’on ket bet kendrec’het tamm-ebet gant al levr bannoù-treset-mañ.

%d bloggers like this: