Tu pe du

Priz ar Yaouankiz emit-hu? Ya. Priz ar re gozh diwar ar maez war o leve kentoc’h. Setu un dastumad danevelloù n’o deus evidon-me maaaaaann ebet da welet gant ar pezh a c’hall dedennañ krennarded : tud kozh o tispartiañ, labourerien-dour o klask un danvez-gwreg, huñvreoù gadal ur blenier kirri-samm…
Randonus eo ar c’heriaoueg (tud komifo a zo e pep istor) ha santet e vez sorc’hennoù ar skrivagner (kelennerien (skolioù-meur), eil brezel bed ha labour-douar.)
Souezhet on bet ivez o welet e oa daou istor savet dres ma memes patrom, hini un dudenn oc’h huñvreal. Unan a c’hall bezañ fentus, met daou diwar bemp… Nag a ijin.
Danevell kentañ an dastumad zo “bet awenet gant ur gartenn-bost gozh”… Kinniget eo bet dija evit kenstrivadeg danevelloù kêr Karaez ivez. Kavout a ran-se un tamm iskis memestra.
Bon, komprenet ho peus ez eus blaz ar c’hozh gant an istorioù evidon, ur fent a na glot ket tamm ebet gant ma hini, ha temoù re heñvel.
Kenavo!

Advertisements

3 Respont to “Tu pe du”

  1. stefancarpentier Says:

    Te zo yaouank hag hi zo kozh :p
    Lakaat a ra anat aze ez eo arabat redek war-lerc’h ar skrivagnerien da gaout un dra bennak evit PAY.
    Ha ne gomprenan ket c’hoazh perak ne vez ket aozet ar priz-se en doare ma ve digor d’an holl diez-embann…

  2. Gav ket din e vefe an abeg… (Dreist-holl en deus tapet ar maout abaoe… Ec’h)
    Ya anat eo! N’ouzon ket petra eo ar sorc’henn nevez kinnig dastumadennoù danevelloù bep bloaz, estreget prouiñ ez eo lezirek spontus al liseidi ne ra netra…
    Na gomprenan ket e vefe aozet c’hoazh ar priz bep bloaz pa verzer splann n’eus den evit skrivañ bep bloaz hag e vez kinniget kozh traoù e plas labourat an traoù hag ober ur priz bep daou pe dri bloaz… *huanadenn*

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: