H2G2 Encore une chose…

Dizoloet ‘m eus H2G2 gant ar film a oa bet savet un toullad bloavezhioù zo. Da c’houde em boa lennet ar pemp levr skrivet gant Douglas Adams. Ur rummad dedennus eo, skiant-faltazi gant kalz fent.
Pa ‘m eus gwelet e oa bet embannet “c’hwec’hvet levrenn an trilogiezh” skrivet gant Eoin Colfer, skrivagner Artemis Fowl ez on bet souezhet met dedennet eveljust.
Petra c’hoarvez el levr-se? An Douar evel boaz a zo vont da vezañ distrujet gant ar vogoned. Setu neuze hon skipailh boaz (Arthur, Ford, Trillian hag all) a glask un diskoulm. Da c’houde e klaskfont sikour un den n’hall ket mervel da vervel, kejañ gant Thor, hag all. Ur bern traoù droch eveljust.
Souezhet brav on bet gant an ton hag ar fent, heñvel deus hini Douglas Adams. Un tammig luziet eo avat, ur bern tudennoù disheñvel ha lec’hioù a zo da heuliañ. Plijus eo da lenn neuze met n’on ket bet kendrec’het penn-da-benn. Na gomprenan ket mat-tre perak ez eus bet skrivet ul levr ouzhpenn e gwirionez. Iskis.

Advertisements

Ur respont to “H2G2 Encore une chose…”

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: