Dielloù evit Du, 2010

Entourage (bloavezh 6)

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Du 29, 2010 by geekezig

‘M eus ket soñj mat dre beseurt degouezh em boa dizoloet Entourage. Ar bloavezh kentañ (merc’heta ha dizoloiñ Los Angeles) ne oa ket dispar dispar met adalek an eil e oa deuet da vezañ dedennus-tre an traoù. Ur stirad diwar-benn micherioù ar sinema en Hollywood, mignoniezh er bed-se hag all. Eveljust ez eus arc’hant e-leizh ha merc’hed koant forzh pegement (nebeut a dudennoù merc’hed e gwirionez dedennus pe gant ur bersonelezh) met kalz fent a zo hag ur bern “guests” o tont d’ober goap outo o-unan. Etre an eil hag ar pempvet bloavezh em boa poan o lârat pe hini e oa gwelloc’h din ken dispar e yae an traoù war-raok, emdroadur an tudennoù ha buhez ar strollad. Lârat a ran diouzhtu : ar c’hwec’hvet en deus displijet din ar muiañ. Distreiñ a ra un tamm d’ar pezh a oa er bloavezh kentañ (met n’eus ket ezhomm da zizoloiñ Los Angeles ken). N’eus netra o tremen pe dost, ne labouront ket kazi. An istor dedennusañ a zo etre Ari ha Lloyd ha n’eo ket tamm ebet diwar-benn ar strollad mignoned a zo sorc’henet gant ar fed e vefe reoù zo “dieupoc’h” eget reoù all abalamour d’o mignonezed. Perzhioù diavaez aktourien pe sportourien vrudet n’int ket fentus (estreget hini Matt Damon a zo dispar ^^) hag ouzhpenn-se ne echu ket e-gwirionez ar bloavezh. N’eus tra ebet o c’hoarvezout er fin a lakfe ac’hanomp da gaout c’hoant gouzout hiroc’h. ‘M eus aon eo erru skuizh krouerien ar stirad hag emañ o vervel dousig. (War a seblant e vefe an eizhvet bloavezh skignet a-benn nebeut er Stadoù-Unanet an hini diwezhañ)

Advertisements

Daou brenestrig

Posted in Levrioù with tags on Du 28, 2010 by geekezig

Tu mat Daou brenestrig (ha n’eo ket daou brenetrig evel m’eo lakaet war kein al levr) a zo na vefe ket kentelius. Kaozeal a ra eus ur sujed a zo bet kalz kaoz eus outañ er c’heleier warlene, un tamm diouzh ar c’hiz… En un doare speredek awalc’h. N’eo ket tost ouzh ar grennarded en ur ster rik, n’eus tudenn krennard ebet en istor, met ur sell diwar-benn ar gevredigezh hag a sikour un tamm da gompren traoù a zo. Digor a spered eo an daou “du”. N’eo ket tamm ebet an doare istor a blij din evit ma flijadur met kaset eo mat war-raok ha moarvat e klot gant un ezhomm o deus ar grennarded da lenn diwar-benn ar bed a zo tro-dro dezho.

Kornôg pell

Posted in Levrioù with tags , on Du 28, 2010 by geekezig

Setu amañ un istor beaj, dizoloadenn sevanadurioù all gant un dudenn. Un tem klasel hag a blij abaoe pell, ne vo ket dic’hizet james! Gwelloc’h eo din lenn traoù all dre vras, met aze em eus bet kalz plijadur o lenn, dudius kenañ eo. Ur mare eus an istor eo hag a zedenn alies.
Un danevell beaj plijus.

Chloe

Posted in Filmoù on Du 25, 2010 by geekezig

Ne oan ket bet o welet Chloe er sinema. Mat em boa graet. Remake Nathalie gant Anne Fontaine eo. Met bon, dre ma n’em eus ket gwelet ar film-se ne oan ket gouest da geñveriañ. Pezh em eus gellet gwelet a oa ur film savet forzh penaos. N’eus netra a seblantfe gwir er film-se. Digredus penn-da-benn eo penaos e kouez tudenn Julianne Moore e trap Chloe just peogwir e kav dezhi e teu da vezañ vil ha kozh…
An darempred etrezi hag he mab ‘zo digomprenus ivez. Sorc’hennet gant temoù zo (itrikoù ha merc’hed o c’hoari div (?)) Atom Egoyan a implij tout efedoù pounerañ ar sinema. Ar sonerezh ‘zo ken dramatek ha tenn ha tout! Peadra ‘zo da c’hoarzin er fin ken pell ma ya…
N’ouzon ket penaos e ra evit tapout ordin ur bern aktourien donezonet ha sevel traoù ken dister. Ur gwir kevrin delezek da gaout e film savet gant Egoyan.

Oooh! Diwallit, me ‘zo drouk!

Euroland & Comment l’Islande a changé de gouvernement

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags on Du 25, 2010 by geekezig

Evit ur wech ‘m eus soñjet “ha ma tapfen un DVD teulfilmoù?”
Setu ‘m eus graet! Daou film a zo war an DVD-mañ, savet o daou gant  Patrick Taliercio.
Ar film kentañ anvet Euroland a zo ur film bet savet evit ar skol ma ‘m eus komprenet mat, an tem ledan a oa “an arc’hant”. Kaoz a zo eus bilhidi ar moneiz european ha penaos eo bet dibabet lakaat tresoù savadurioù ha n’eo ket tud evit chom hep feukiñ broad pe vroad eus an unvaniezh. Ma… Ur preder dedennus war ar fed diverkañ ar pezh a lak pep hini da vezañ ispisial met bon, ne ya ket kalz pelloc’h. Ur vouezh-off a zo a-hed ar film, unton ha na vez ket klevet pe komprenet mat a-wechoù. Lakaat a ra ar film da seblantout kalz hiroc’h eget na eo.
An eil a zo diwar-benn Bro Island, dreist-holl ar vanifestadeg en deus kaset ar gouarnamant da reiñ e zilez, penaos ne veze ket diwallet deus ‘pezh ‘rae an tiez-bank h.a.
Ur plac’h a vez klevet ivez o tisplegañ pegen start eo evit an islandiz, pa vez dle ganto eo kalz startoc’h an traoù bremañ.
Gwelet e vez ivez parlamant Island, ur savadur heñvel eus un ti-kêr kazi…
Ur vouezh-off a zo a sikour da gompren an traoù, met pa ne vez ket ha pa na vez ket goulennataet un den e kaven start meiziañ tout dre ma n’anavezen ket mat an afer. 20 munut e pad, setu ez eus peadra da gaout ur mennozh hep mont re don, mont a rae re vuan evidon, c’hoant am befe gouzout hiroc’h.
N’on ket kendrec’het gant labour an den-se.

E kornig ma c’halon

Posted in Levrioù with tags , on Du 25, 2010 by geekezig

Daoust hag implijet e vez ar ger “kafet” gant tud zo?
Bon, paouezomp da glask jeu, kentoc’h plijus eo an istor-mañ.
Tudenn Jenn a zo boutin awalc’h evit ma c’hellfe an holl n’em santout tost outi. An temoù meneget (marv ha karantez) a zo graet en un doare yac’h. D’am soñj eo heverk eus un ezhomm o deus ar grennarded da brofitañ eus ar vuhez. Trist eo ha fromus met leun a spi ar fin.
Bravig em eus kavet. Ha kavet mat eo an titl.
N’eo ket Dead Poets Society hañ, met bon, plijus eo.

The Fall

Posted in Filmoù on Du 25, 2010 by geekezig

Kalz kaoz am boa klevet diwar-benn ar film The Fall. N’em boa ket bet tro d’e welet araok siwazh.
Ur film brav eston eo. Skeudennoù labouret kenañ (a-fed livioù, a-fed goulou, a-fed dilhad, a-fed lec’hioù…) un drugar evit an daoulagad. Spontus eo ijinañ pa weler-se n’eo ket bet skignet war skrammoù sinema er c’hwec’hkorn! Ur vezh…
Mod all e-keñver istor eo dedennus ivez : Er bloavezhioù 20, Alexandria, urplac’hig bet gloazet en ur labourat (dastum a ra orañjez e Los Angeles) a gej gant Roy en ospital. Hemañ ‘zo ur faragoueller evit ar sinema ha mantret ouzhpenn peogwir eo aet e danvez-gwreg gant ur paotr all, aktour brudetoc’h anezhañ. Asambles e savont un istor awenet gant an dud tro-dro dezho. Tammoù en ospital ha tammoù o istor a vez a-bep eil ha ken plijus int an eil hag egile. Trist-tre eo al lodenn ziwezhañ avat…
Ur film leun a breder eo diwar-benn an ijin, ar vignoniezh, ar sinema, an touellañ, an emlazh…
Un oberenn e pep keñver.

%d bloggers like this: