Miz an teulfilmoù 2010

Tro ‘m eus bet da welet un darn bras awalc’h eus dibab Comptoir du Doc evit bloavezh 2010.
N’ouzon ket ma ‘vo skignet kalz anezho (dreist-holl ar re hirañ) tro-dro deoc’h, met e ken kas e lakaan amañ ma soñj.
An holl filmoù a zo bet savet e Frañs (estreget ma lakan un ditour all!)

Nord Paradis gant Christophe Lamotte (2007, 119′) : Ur film diwar-benn ur familh (hini ar sevener). Marie-Rose he deus savet ur pezh mell embregerezh lastezerezh houarn, adimplij houarn, sikour an dud gwallzarvoudoù oto gante h.a.
Kazi holl izili he familh a labour ganti.
Evidon-me e oa un hanter-eur a re er film, kazi sur e oan e echufe ar film pa vez klevet Marie-Rose o lârat e varvo an diwezhatañ posupl, met adlañset e vez ar film evit ur pennadig c’hoazh. Dedennus-tre eo mod all, taolennadur ur familh a vev a-drugarez d’un embregerezh, micherourien, tud vunut, labourerien gant kudennoù eveljust dre ma labouront an holl re gant ar reoù all. Un draig torr-penn a zo gant ar film : ne seblant ket ordin bezañ teulfim penn-da-benn abalamour d’ar vouezh-off re “skrivet”. Un aktourez eo a vez heuliet. Un tamm dipitus evit-se.

Via! Via! Circulez ! gant Dorine Brune (2009, 53′) : Amañ e tizoloer ur vicher iskis : tud hag a vez o tiwal ar parkvalec’hioù e Palermo! Parcheggiatori eo anv (ha micher) an dud se. Paotred dreist-holl, a vez neuze o c’houlenn un tammig arc’hant pa vez parket hoc’h oto. Merzet e vez un tammig pouez ar mafia er gevredigezh sisilian, met dre vras eo un tammig ordin memes doare darvoudoù a vez gwelet a-hed ar film. Un tem dedennus da zizoloiñ met ar film n’eo ket dibar.

Conversation de Salon 2 gant Danielle Arbid (2009, 30′) : E Beyrouth e ti ur familh kristen pinvidik bras e vez bemdez emgavioù merc’hed cheuc’h. En-dro d’ur banne kafe e komzont eus relijion, braventez korf, mitizien…
Teir pe beder gaozeadenn a zo er film, berr awalc’h neuze, met trawalc’h evit kavout ar merc’hed se dic’houzañvus! Ur bern rakvarnioù, gouennelouriezh, ur sapre taolenn drist eus an denelezh. Tu ‘zo da gavout se fentus, ken pell e ya komzoù merc’hed zo, pe spontus. Ur film mat zoken ma n’eo ket gwall vrav…

7.91 de l’heure, costume compris gant Arlette Buvat (2007, 58′) : a zo ma film karetañ moarvat. Ur film euzhus diwar-benn ur gevredigezhig a ra war-dro kas gwarded da ziwall stalioù cheuc’h e Pariz. N’eus lodenn ebet eus ar film a seblantfe “c’hoariet” ha koulskoude ez eus traoù digredus o tremen. Gwelet e vez a bep seurt : emgavioù tutañ, pellgomzadennoù evit skarzhañ tud, hag all. Kalz rakvarnioù gouennelour a zo amañ ivez, ur spont! Un daolenn start eus bed al labour, speredek ha frammet mat.

Ici-bas gant Comes Chahbazian (Belgia/Frañs, 2009, 50′) : Diwallit. 50 munutenn hirañ ho puhez a vevfet en ur sellet ar film-mañ. Filmet en Erevan, ar film a zo sañset da ziskouez buhez pemdez Armenianed. Ma, dija, na glaskit ket kaout titouroù diwar-benn ar bobl se ma n’hoc’h ket arbennik war an dodenn : n’eus tamm displegadenn ebet. Komprenet e vez pegen start eo adsevel ur vro abaoe m’eo echu ar remziad komunour, met bon.
Iskis kenañ eo, rak bamet on bet meur a wech gant ar skeudennoù, an dibaboù sterniañ a-fed kamera.
Ar film se a zo ken brav m’eo hegasus. N’eo ket hegasus abalamour m’eo brav, met n’eus tamm from na netra evidon. Tammoù hep penn na lost, tud o c’hoari echedoù, ur plac’h eus ar pellgomz, un den oc’h evañ ur banne kafe, bugale o c’hoari e-kreiz dismantroù. Mat-tre, an divizoù a seblant dibouell ivez. Ur prantad didrouz a zo hag a bounnera spontus ar film. Start da c’houzañv.

Une enfance en absence gant Sylvain Boutet (2010, 52′) :  Ur film sioul kenañ eo ha soutil awalc’h. Koulskoude e vez gwelet krennarded klañv gant an epilepsiezh. Ar vugale se a vez degemeret e Toullhoat kostez Kastelin, hag e vez desket dezho bevañ asambles ha kaout nerzh awalc’h evit bevañ e-touez an dud all da c’houde.
Un tad a gaoze a-hed ar film met mod all e vez heuliet ar grennarded dreist-holl. Gwelet e vez implijidi ar greizenn eveljust, met ne tisplegont ket o labour na netra. Ur film plijus, dous.

Le veilleur gant Céline Dréan (2010, 50′) : Er film-mañ e vez heuliet an arzour Sera. Ur paotr bet ganet e Kambodj hag a zo tec’het gant e familh pa oa trizek vloaz abalamour d’ar ghmered ruz. Abaoe ar mare-se e chom sorc’hennet gant istor e vro, istor e dad (lazhet e 1978). Trist-tre e seblant an dud, klañv kazi. Brav-tre eo e labour avat, ha dedennus ar film evit kompren istor ar vro ha nerzh an arz evit kaout soñj ha mont war-raok. Mat-tre.

Des hommes et des Dieux gant Anne Lescot ha Laurence Magloire (Haiti, 2002, 52′) : e Haiti eo stard bezañ heñvelreviad war a seblant. Er film-mañ e vo gwelet un toullad paotred, a wisk dilhad merc’hed o komz diwar-benn o buhez pemdez ha dreist-holl o darempred gant ar relijion vodou. Iskis kenañ eo, un tamm direnkus peogwir eo start kompren ma fell d’ar baotred displegañ int evel m’emaint ‘blam d’ar vodou pe betra… N’em eus ket komprenet mat. E-keñver stumm ne oa netra ispisial.
(Netra da welet gant ar film deuet er-maez er sinema n’eus ket pell ‘zo ^^)

Rond-point gant Pierre Goetschel (2010, 52′) : Ur film iskis eo hemañ, peogwir e kaoze diwar-benn… ar c’hroaz-hentoù-tro ! Gant fent met ivez gant displegadennoù pleustrek e tizoloer pegen pouezus eo ar c’hroaz-hentoù-tro er c’hêrioù (Naoned…), er c’humunioù. Pegen labourus eo, pegen pouezus eo o neuz (ya ya, zoken reoù vil euzhus pe ne vezont ket merzet tamm-ebet a zo bet studiet pizh evit reiñ skeudenn ur gumun) hag all. Dedennus awalc’h eo, met un tamm re hir hag ar fed e vefe un doare tudenn iskis oc’h ober ar veaj da welet ar c’hroaz-hentoù-tro ‘m eus kavet hegasus-tre. Kalz tud (prederourien hag all) a vez klevet ivez. Reoù ‘zo o deus ur sell dedennus hag a binvidika ar film e gwirionez met kalzig reoù all na zegasont ket kalz a dra evidon-me.

Le Grand Dédé gant Christian Rouaud (2010, 52′) : Marteze ho peus bet tro da welet ur stumm all eus ar film peogwir ez eus bet savet unan e brezhoneg hag a zo bet skignet gant F3.  Ur film diwar benn ar soner Dédé Le Meut eo. Penaos e labour evit dastum sonerezh, penaos e krou hag e son, penaos e vev ivez. Ur film plijus eo, marteze peogwir e seblant plijus an den, un tamm distabil gant e gorf bras ha treut, o kaozeal evel un ten… Evidon-me n’eo ket dre ret ur film diwar-benn ar sonerezh hengounel met kentoc’h un diwar-benn un den sod gant ar sonerezh.

Voir ce que devient l’ombre gant Matthieu Chatellier (2010, 89′) : Diwar-benn Fred Deux ha Cécile Reims eo ar film-mañ. Ur c’houblad arzourien o deus bevet kalz traoù, e-pad an eil brezel bed da gentañ ha da c’houde e bed an arz gall. Plijadur ‘m eus bet o tizoloiñ an arzourien hag o labour (zoken ma ne blij ken din kement se…) met ar film a zo hiiiiiiir. Ur spont eo! Ha teñval. Kavet em eus e oa un aergelc’h pounner, un aergelc’h a varv ha n’en deus ket fromet ac’hanon. Ar film en deus plijet an nebeutañ din eo.

Même pas peur gant Régis Blanchard ha Françoise Bouard (2010, 88′) :
Ur film hir awalc’h eo emañ. Dedennus eo e dem avat : heuliañ krouidigezh ur pezh-c’hoari savet gant ur strollad c’hoariva n’eo ket a-vicher e Brest : les piqueteros. Gwelet e vez prantadoù skrivañ asambles (kalz emvodoù), prantadoù embregiñ evit ar pezh ha prantadoù “te ha me” gant un den eus ar strollad en e vuhez diavaez.
Pegen start eo en em glevet evit skrivañ, an aon rak ar skrivañ evit reoù zo met ar c’hoant da sevel un dra asambles diwar-benn bed al labour ha komz eus ar pezh o deus bevet. Tudennoù disheñvel-tre a zo, Jean da skouer, unan a zo bet beleg-micherour hag a zo un tamm a-gostez. Etre ar c’hoant treuzkas ur c’hemenn politikel hag ivez an ezhomm da ober traoù dre ar c’hrouiñ, pep hini a zo o klask traoù disheñvel hag ar memes tra en ur stumm. Frammet eo mat-tre ha labour ar son a zo mat ivez peogwir e vezer e memes stad hag an tudennoù : a-wechoù e vezer skuizh gant ar fed ne yafe ket an traoù war-raok pe neuze ez eus re a dud o komz hag e vez poan o selaou deus pep hini. Dres ar pezh a c’hoarvez gante hag a zegaso “climax” ar film lakaomp. Ne lârin ket re a draoù peogwir eo dic’hortoz ar pezh a c’hoarvez.
Ar chañs ‘m eus bet da glevet an daou sevener o komz diwar-benn o film, plijus kenañ e oa kejañ gante ha goulenn ditouroù peogwir eo ret anzav e oa lodennoù start da gompren. Roll an darvoudoù en amzer da skouer n’eo ket sklaer sklaer (e-pad ar film, sklaeroc’h eo ur wech echu) ha tammouigoù zo a ra un tamm “leurennet” met war a seblant ne oant ket.

Setu, ur bern traoù dedennus a zo! N’em eus ket gwelet pep tra eveljust.
Neuze kit da welet war lec’hien Miz an teulfilmoù evit gwelet petra a dremen kichen ho ti!

Advertisements

Ur respont to “Miz an teulfilmoù 2010”

  1. […] vloaz zo em bo kinniget ma ali diwar-benn un toullad filmoù bet dibabet gant Comptoir du doc evit miz an teulfilmoù. Setu […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: