Night of Champions 2010

Ankouezit Summer Slam tudoù (a oa nul spontus, se ‘zo gwir !) setu neuze Night of Champions 2010, bet filmet d’an 19 a viz Gwengolo. Ar PPV se ‘zo skignet gant an anv-se abaoe 2008 (araok, etre 2001 ha 2008 e oa anvet Vengeance).
Ar bloaz-mañ e vo lakaet pep gouriz ha titl en arvar en-dro. Ur bern « istorioù » spontus a zo abaoe ur pennad.
Unan anezho a zo ar fed e vefe Dolph Zigler (perfectiiiion) mignon Vickie « excuse-me » Guerrero. Dolph a zo an den kentañ o tont war ar ring emberr, gant ar gouriz etrekevandir. Kofi Kingston a zo e-tal eveljust.
Un doare brezelig a zo bet etre Vickie hag ur plac’h all e kerzh ar match, klasket he deus sikour Ziggler a oa e-maez an dachenn. Netra dedennus kenañ ‘m eus aon. N’eo ket bet gwall dedennus an emgann a-bezh, ken alies eo bet gwelet an daou se o n’em ganañ e-kerzh ar sizhunvezhioù tremen. N’eo ket deuet Vickie da ober re a reuz evit ur wech. Kofi n’eus c’hwitet un toullad finvoù ha setu echu dija…
Edge a vo klevet o komz diwar-benn ar Main Event.
Da c’houde eo deuet CM Punk war an dachenn. Degemeret eo bet mat, abalamour e oa filmet an abadenn e Chicago. Er mare-mañ eo kentoc’h drouk CM Punk avat… Ha n’eo ket bet jentil gant tud Chicago… Fentus-tre ‘oa e speech, peadra da c’hortoz e teufe The Big Show da “gomz” gant CM Punk
Ne oa gouriz ebet aze. Kevezerezh hepken, a bad abaoe pellig. Un emgann brav eo bet, gant un toullad lammoù ha finvoù brav. Ha lak da sonj eo donezonet Punk ouzhpenn d’ar Streight Edge Society-traoù a zo bet un tamm pounner abaoe ur pennad.
Jericho a vez klevet goude o komz diwar-benn an emgann bras.
Daniel Bryan, bet gwarezad The Miz e-pad ur mare, en deus kinniget dezha ur match evit gouriz ar Stadoù Unanet. Daniel Bryan a zo bet unan eus ar re dizoloet gant NEXT, siwazh ez eo troet ar c’henlabour ha mignoniezh gant The Miz er c’hontrol-mik, gwarizi ha tout.
The Miz, e valizenn Money in the bank gantañ c’hoazh a zegemer Daniel Bryan war an dachenn. Kalz fiñvoù-sujañ a zo bet, war a seblant e vefe arbennig Bryan war se (n’anavezan ket tamm ebet e doare da gatchiñ). Un doare bodyguard en deus The Miz, dres eveltañ kazi. Daou pe dri brantad “n’eo ket posupl!” a zo bet e kerzh ar match, war var da echuiñ met n’eo ket c’hoarvezet. Evidon-me ne oa ket splann pegen plijus eo daore The Miz da gatchiñ e kerzh an emgann-mañ, met bon. Ar pezh a zo sur eo ne vo ket echu c’hoazh ar brezel etre an daou baotr se.

This slideshow requires JavaScript.


John Cena, jentil hag imoret mat a zo bet klevet goude. Farsus e oa sañset e speech da vezañ…
Un emgann diva-ed (^^) a oa warlerc’h. Michelle McCool a zo war an dachenn emberr, evit gouriz ar merc’hed. Layla n’eo ket laouen neuze… Un toullad divaed a zo en-dro d’an dachenn evit mirout an div blac’h da guitaat an dachenn. Lumberjills a vefe ar ger evit gervel anezho ^^ (lumberjacks eo evit ar baotred) Melina a zo e-tal Michelle McCool, gouriz an diva a zo ganti. Kroget eo an emgann araok ar c’hloc’h, ehe. Catfight ! Un tammig forzh petra eo bet, gant lumberjills na raent netra, betek ma vefe Michelle McCool er maez hag e yafe a holl da skeiñ ganti ^^ Un toullad fiñvoù brav a zo bet, Melina ‘zo dreist memestra! Ha setu, er fin e voe unan o tapout an daou c’houriz…
Paotr nexus a zo bet klevet. (n’eus ket ezhomm da c’houzout e anv ><)
Un emgann etre breudeur a zo bet goude (Hello? Bep bloaz e vo un istor etre daou vreur ? Hardy warlene…) Bon, fentusoc’h ha dedennusoc’h eo en ur stumm gant an daou mañ : Undertaker ha Kane. Gouriz kampion pouner ar bed zo gant Kane.
Un emgann hep reolennoù eo (no holds barred) ha kroget eo war an tapiz degemer, maez an dachenn eo chomet e pad darn vrasañ an emgann. Ne oa ket gwall dedennus mod all, n’eus bet prantad dreistordinal ebet. Skeiñ, skeiñ hep old school na netra. Estreget ar fin a zo bet bamus awalc’h…
Randy Orton a zo bet goulenataet da c’houde, dreist eo bet, aha ^^
Un “Tag team turmoil” a oa da c’houde. Un emgann evit ar gouriz skipailh a zo gant Hart Dinasty evit ar mare.
N’eo ket start da gompren doare an emgann : daou skipailh, a re a c’hounez a rank enebiñ ouzh un trede skipailh, ar re a c’hounez ouzh ur pevare hag ar re a c’hounez ouzh ur pempvet hag ar re a c’hounez ar wech se a zo kampion! Hir un tamm ^^
Kregiñ a ra neuze gant Hart Dinasty ha The Usos, dre m’int enebourien er mare-mañ.
An trede skipailh ‘zo ur sapre hini… Santino Marella ha Vladimir Koslov ! Ne voe ket gwall hir 😀
Ar pevare skipailh a zo DREIST ! Evan Bourne & Mark Henry! Un “nijer” bamus hag ur pezh mell deeeen. Ehe, un airbourne a zo bet!!
Hag ar pempvet a zo Drew McIntyre gant “Dashing” Cody Rhodes. An emgann diwezhañ a zo bet an dedennusañ, gant gwir labour skipailh.
Ar main event a zo ur six pack challenge elimination match, un emgann gant 6 catchour, gouriz an WWE a zo da c’hounit. Sheamus, perc’henn ar gouriz, Randy Orton, Edge, Chris Jericho, John Cena ha “paotr Nexus” (ok, Wade Barret eo e anv) a gemer perzh.
Unan a vo skarzhet buan awalc’h (hag estonet an holl), un dra fentus a zo bet e-kerzh an emgann a lak da soñjal e c’hallfe ur skipailh Edge-Sheamus bezan plijus kaer ^^
Un emgann brav kenañ, ur gwir main event, zoken m’eo deuet izili Nexus da lakaat un tamm reuz d’ur mare zo.
Uhu!
Hell in a Cell bremañ!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: