Dielloù evit Here, 2010

Mister Hyde contre Frankenstein 2 : La Chute de la maison Jekyll

Posted in Levrioù bannoù-treset on Here 28, 2010 by geekezig

Kavout a ran dreist istitl eil levrenn Mister Hyde contre Frankenstein ! (Iskis eo peogwir e oan o soñjal abaoe ur sizhun bennak e film Jean Esptein… Netra da welet met bon)
Kalzig muioc’h a wad a zo el levrenn-mañ evel em boa raktreset, met ket kement-se. Ur gwallzarvoud euzhus, labourioù Hyde o treiñ fall…
Lodenn dedennusañ fin an istor a zo e vefe Hyde o vont da welet Freud hag e vez santet en ur stumm e oan o labourat war memes tem (Penaos e c’hall un den kaout meur a du), estreget eo aet Freud da glask se en huñvreoù hag eñ a felle dezhañ diskouez ez-vev…
Ur rummadig berr ha plijus neuze, daoust ma n’eo ket dreiiiistordinal.

Advertisements

Abe Sapien 1 : La noyade

Posted in Levrioù bannoù-treset on Here 27, 2010 by geekezig

N’em eus ket bet tro da lenn levrioù bannoù-treset Hellboy c’hoazh. Ar filmoù em eus bet gwelet avat ha plijet o deus kalz din. Tudenn Hellboy a gavan dreist ha tudenn Abe dreist-holl… Setu pa ‘m eus gwelet e oa ul levr diwar-benn Abe hepken em eus soñjet e oa un doare mat da gregiñ ganti.
Setu neuze, e 1981, Abe Sapien a vez karget d’ober war-dro un afer gant ar BRPD. Araok e veze kaset gant Hellboy dre ret. Eveljust e tro fall an traoù (ret eo lârat e vez kaset war un enezenn kichen Bro C’hall neuze…) peogwir e oa gwashoc’h eget ar pezh a oa raktreset. Plijus kenañ em eus kavet an tresadennoù (Mike Mignola en deus graet ar goloioù chabistroù hepken. Evit ar re eveldon a gav e stil un tamm iskis) ha gwelet an tudennoù en o endro labour, met gant ur skipailh disheñvel. Tresadennoù prientiñ a zo e fin al levr a zo dedennus-tre ivez.

Ace Attorney 3

Posted in Levrioù bannoù-treset on Here 27, 2010 by geekezig

Trede levrenn manga Ace Attorney a gont un enklask/prosez a-bezh. Ar wech-mañ e vez muntret unan bennak e-pad un abadenn lenn planedennoù.
Eveljust emañ Maya ha Phoenix war al lec’h pa c’hoarvez an torfed. Memes rekipe ha da gustum, plijus ha fentus, gant spered ar c’hoarioù.

(Ur sapre tra un tammig distag met ken dispar ma rankan komz diwar-benn se amañ : Capcom ha Level 5 ‘zo n’em glevet evit sevel ur c’hoari Ace Attorney VS Professor Layton! Un huñvre o tont da wir ^^)

Miz an teulfilmoù 2010

Posted in Filmoù on Here 27, 2010 by geekezig

Tro ‘m eus bet da welet un darn bras awalc’h eus dibab Comptoir du Doc evit bloavezh 2010.
N’ouzon ket ma ‘vo skignet kalz anezho (dreist-holl ar re hirañ) tro-dro deoc’h, met e ken kas e lakaan amañ ma soñj.
An holl filmoù a zo bet savet e Frañs (estreget ma lakan un ditour all!)

Nord Paradis gant Christophe Lamotte (2007, 119′) : Ur film diwar-benn ur familh (hini ar sevener). Marie-Rose he deus savet ur pezh mell embregerezh lastezerezh houarn, adimplij houarn, sikour an dud gwallzarvoudoù oto gante h.a.
Kazi holl izili he familh a labour ganti.
Evidon-me e oa un hanter-eur a re er film, kazi sur e oan e echufe ar film pa vez klevet Marie-Rose o lârat e varvo an diwezhatañ posupl, met adlañset e vez ar film evit ur pennadig c’hoazh. Dedennus-tre eo mod all, taolennadur ur familh a vev a-drugarez d’un embregerezh, micherourien, tud vunut, labourerien gant kudennoù eveljust dre ma labouront an holl re gant ar reoù all. Un draig torr-penn a zo gant ar film : ne seblant ket ordin bezañ teulfim penn-da-benn abalamour d’ar vouezh-off re “skrivet”. Un aktourez eo a vez heuliet. Un tamm dipitus evit-se.

Via! Via! Circulez ! gant Dorine Brune (2009, 53′) : Amañ e tizoloer ur vicher iskis : tud hag a vez o tiwal ar parkvalec’hioù e Palermo! Parcheggiatori eo anv (ha micher) an dud se. Paotred dreist-holl, a vez neuze o c’houlenn un tammig arc’hant pa vez parket hoc’h oto. Merzet e vez un tammig pouez ar mafia er gevredigezh sisilian, met dre vras eo un tammig ordin memes doare darvoudoù a vez gwelet a-hed ar film. Un tem dedennus da zizoloiñ met ar film n’eo ket dibar.

Conversation de Salon 2 gant Danielle Arbid (2009, 30′) : E Beyrouth e ti ur familh kristen pinvidik bras e vez bemdez emgavioù merc’hed cheuc’h. En-dro d’ur banne kafe e komzont eus relijion, braventez korf, mitizien…
Teir pe beder gaozeadenn a zo er film, berr awalc’h neuze, met trawalc’h evit kavout ar merc’hed se dic’houzañvus! Ur bern rakvarnioù, gouennelouriezh, ur sapre taolenn drist eus an denelezh. Tu ‘zo da gavout se fentus, ken pell e ya komzoù merc’hed zo, pe spontus. Ur film mat zoken ma n’eo ket gwall vrav…

7.91 de l’heure, costume compris gant Arlette Buvat (2007, 58′) : a zo ma film karetañ moarvat. Ur film euzhus diwar-benn ur gevredigezhig a ra war-dro kas gwarded da ziwall stalioù cheuc’h e Pariz. N’eus lodenn ebet eus ar film a seblantfe “c’hoariet” ha koulskoude ez eus traoù digredus o tremen. Gwelet e vez a bep seurt : emgavioù tutañ, pellgomzadennoù evit skarzhañ tud, hag all. Kalz rakvarnioù gouennelour a zo amañ ivez, ur spont! Un daolenn start eus bed al labour, speredek ha frammet mat.

Ici-bas gant Comes Chahbazian (Belgia/Frañs, 2009, 50′) : Diwallit. 50 munutenn hirañ ho puhez a vevfet en ur sellet ar film-mañ. Filmet en Erevan, ar film a zo sañset da ziskouez buhez pemdez Armenianed. Ma, dija, na glaskit ket kaout titouroù diwar-benn ar bobl se ma n’hoc’h ket arbennik war an dodenn : n’eus tamm displegadenn ebet. Komprenet e vez pegen start eo adsevel ur vro abaoe m’eo echu ar remziad komunour, met bon.
Iskis kenañ eo, rak bamet on bet meur a wech gant ar skeudennoù, an dibaboù sterniañ a-fed kamera.
Ar film se a zo ken brav m’eo hegasus. N’eo ket hegasus abalamour m’eo brav, met n’eus tamm from na netra evidon. Tammoù hep penn na lost, tud o c’hoari echedoù, ur plac’h eus ar pellgomz, un den oc’h evañ ur banne kafe, bugale o c’hoari e-kreiz dismantroù. Mat-tre, an divizoù a seblant dibouell ivez. Ur prantad didrouz a zo hag a bounnera spontus ar film. Start da c’houzañv.

Une enfance en absence gant Sylvain Boutet (2010, 52′) :  Ur film sioul kenañ eo ha soutil awalc’h. Koulskoude e vez gwelet krennarded klañv gant an epilepsiezh. Ar vugale se a vez degemeret e Toullhoat kostez Kastelin, hag e vez desket dezho bevañ asambles ha kaout nerzh awalc’h evit bevañ e-touez an dud all da c’houde.
Un tad a gaoze a-hed ar film met mod all e vez heuliet ar grennarded dreist-holl. Gwelet e vez implijidi ar greizenn eveljust, met ne tisplegont ket o labour na netra. Ur film plijus, dous.

Le veilleur gant Céline Dréan (2010, 50′) : Er film-mañ e vez heuliet an arzour Sera. Ur paotr bet ganet e Kambodj hag a zo tec’het gant e familh pa oa trizek vloaz abalamour d’ar ghmered ruz. Abaoe ar mare-se e chom sorc’hennet gant istor e vro, istor e dad (lazhet e 1978). Trist-tre e seblant an dud, klañv kazi. Brav-tre eo e labour avat, ha dedennus ar film evit kompren istor ar vro ha nerzh an arz evit kaout soñj ha mont war-raok. Mat-tre.

Des hommes et des Dieux gant Anne Lescot ha Laurence Magloire (Haiti, 2002, 52′) : e Haiti eo stard bezañ heñvelreviad war a seblant. Er film-mañ e vo gwelet un toullad paotred, a wisk dilhad merc’hed o komz diwar-benn o buhez pemdez ha dreist-holl o darempred gant ar relijion vodou. Iskis kenañ eo, un tamm direnkus peogwir eo start kompren ma fell d’ar baotred displegañ int evel m’emaint ‘blam d’ar vodou pe betra… N’em eus ket komprenet mat. E-keñver stumm ne oa netra ispisial.
(Netra da welet gant ar film deuet er-maez er sinema n’eus ket pell ‘zo ^^)

Rond-point gant Pierre Goetschel (2010, 52′) : Ur film iskis eo hemañ, peogwir e kaoze diwar-benn… ar c’hroaz-hentoù-tro ! Gant fent met ivez gant displegadennoù pleustrek e tizoloer pegen pouezus eo ar c’hroaz-hentoù-tro er c’hêrioù (Naoned…), er c’humunioù. Pegen labourus eo, pegen pouezus eo o neuz (ya ya, zoken reoù vil euzhus pe ne vezont ket merzet tamm-ebet a zo bet studiet pizh evit reiñ skeudenn ur gumun) hag all. Dedennus awalc’h eo, met un tamm re hir hag ar fed e vefe un doare tudenn iskis oc’h ober ar veaj da welet ar c’hroaz-hentoù-tro ‘m eus kavet hegasus-tre. Kalz tud (prederourien hag all) a vez klevet ivez. Reoù ‘zo o deus ur sell dedennus hag a binvidika ar film e gwirionez met kalzig reoù all na zegasont ket kalz a dra evidon-me.

Le Grand Dédé gant Christian Rouaud (2010, 52′) : Marteze ho peus bet tro da welet ur stumm all eus ar film peogwir ez eus bet savet unan e brezhoneg hag a zo bet skignet gant F3.  Ur film diwar benn ar soner Dédé Le Meut eo. Penaos e labour evit dastum sonerezh, penaos e krou hag e son, penaos e vev ivez. Ur film plijus eo, marteze peogwir e seblant plijus an den, un tamm distabil gant e gorf bras ha treut, o kaozeal evel un ten… Evidon-me n’eo ket dre ret ur film diwar-benn ar sonerezh hengounel met kentoc’h un diwar-benn un den sod gant ar sonerezh.

Voir ce que devient l’ombre gant Matthieu Chatellier (2010, 89′) : Diwar-benn Fred Deux ha Cécile Reims eo ar film-mañ. Ur c’houblad arzourien o deus bevet kalz traoù, e-pad an eil brezel bed da gentañ ha da c’houde e bed an arz gall. Plijadur ‘m eus bet o tizoloiñ an arzourien hag o labour (zoken ma ne blij ken din kement se…) met ar film a zo hiiiiiiir. Ur spont eo! Ha teñval. Kavet em eus e oa un aergelc’h pounner, un aergelc’h a varv ha n’en deus ket fromet ac’hanon. Ar film en deus plijet an nebeutañ din eo.

Même pas peur gant Régis Blanchard ha Françoise Bouard (2010, 88′) :
Ur film hir awalc’h eo emañ. Dedennus eo e dem avat : heuliañ krouidigezh ur pezh-c’hoari savet gant ur strollad c’hoariva n’eo ket a-vicher e Brest : les piqueteros. Gwelet e vez prantadoù skrivañ asambles (kalz emvodoù), prantadoù embregiñ evit ar pezh ha prantadoù “te ha me” gant un den eus ar strollad en e vuhez diavaez.
Pegen start eo en em glevet evit skrivañ, an aon rak ar skrivañ evit reoù zo met ar c’hoant da sevel un dra asambles diwar-benn bed al labour ha komz eus ar pezh o deus bevet. Tudennoù disheñvel-tre a zo, Jean da skouer, unan a zo bet beleg-micherour hag a zo un tamm a-gostez. Etre ar c’hoant treuzkas ur c’hemenn politikel hag ivez an ezhomm da ober traoù dre ar c’hrouiñ, pep hini a zo o klask traoù disheñvel hag ar memes tra en ur stumm. Frammet eo mat-tre ha labour ar son a zo mat ivez peogwir e vezer e memes stad hag an tudennoù : a-wechoù e vezer skuizh gant ar fed ne yafe ket an traoù war-raok pe neuze ez eus re a dud o komz hag e vez poan o selaou deus pep hini. Dres ar pezh a c’hoarvez gante hag a zegaso “climax” ar film lakaomp. Ne lârin ket re a draoù peogwir eo dic’hortoz ar pezh a c’hoarvez.
Ar chañs ‘m eus bet da glevet an daou sevener o komz diwar-benn o film, plijus kenañ e oa kejañ gante ha goulenn ditouroù peogwir eo ret anzav e oa lodennoù start da gompren. Roll an darvoudoù en amzer da skouer n’eo ket sklaer sklaer (e-pad ar film, sklaeroc’h eo ur wech echu) ha tammouigoù zo a ra un tamm “leurennet” met war a seblant ne oant ket.

Setu, ur bern traoù dedennus a zo! N’em eus ket gwelet pep tra eveljust.
Neuze kit da welet war lec’hien Miz an teulfilmoù evit gwelet petra a dremen kichen ho ti!

Layton Kyôju to Eien no Utahime (Professor Layton And The Eternal Diva)

Posted in Filmoù on Here 21, 2010 by geekezig

Michañs eo ral an dud o deus bet c’hoariet da c’hoarioù rummad Layton hep bezañ soñjet e vefe dispar gwelet ur film gantañ. Ret eo anzav ez eus un aergelc’h dreist hag eo labouret kenañ an tammoù filmoù er c’hoarioù, setu ez eus peadra da soñjal se.
Ha deuet eo da wir! Etre ar pevare hag ar pempvet c’hoari e tremen ar film. (An trede c’hoari a zeu er-maez a-benn warc’hoazh er c’hwec’hkorn, un tammig spoil a zo neuze)
Peseurt kevrin o do Layton ha Luke da ziskoulmañ ? Hini ur c’hoariva e lec’h ma vez profet ar vuhez difin d’un arvester…
Istor, faltazi, mojennoù etrevroadel a zo evel boaz. A-fed bevaat eo brav al labour met un tamm iskis implij an 3D, fiñvoù traoù zo (mekanikoù da skouer) na glotont ket re gant aergelc’h XIXvet kantved Layton. Gouzañvet e vez  met gwelloc’h e vefe bet mirout tresañ “giz-kozh” marteze.
Mod all e klot an istor gant ar bed evidon, met ur santad iskis a zo gant an hollad, evel ma vefe lodennoù plijus ar c’hoari hep na vefemp delezeg d’o welet. Nemet a luziadennoù a zo (n’eo ket gwall soutil penaos int lakaet en istor ouzhpenn) ha dipitus eo en ur stumm rak se an hini a zo pal ar c’hoarioù. Start eo lakaat anezho en ur film eveljust, met seblantout a ra drol neuze. An disoc’h a erru re vuan, enfin un digempouez a zo e-keñver ar c’hoarioù.
Ar sonerezh a zo plijus-tre avat (ha pouezus en istor) ha traoù fentus a zo, paneveken tudenn Layton hag a laosk ar reoù all da vervel disoursi (bon, ne varvont ket eveljust, met ne oa ket anat gouzout er penn-kentañ) ^^
Setu neuze, ur film bevaat plijus met n’eo ket direbech. Reiñ a ra din c’hoant c’hoari kentoc’h eget traoù all!
An embannadur cheuc’h a zo plijus memestra gant ar storyboard klok (dedennus eo ordin da sellet me gav) hag un toulladig traoù ouzhpenn a zesk deomp gant keuz e felle d’ar skipailh a laboure war an 3D ne vefe ket merzet gant an arvestourien (okay tudoù, n’on eus ket memes daoulagad) met ivez un tamm penaos eo bet savet ar studio Level-5 hag ar rummad Layton. Al lodenn zedennusañ a zo bet evidon an hini diwar-benn ar studio en deus graet war-dro an tresañ hag ar seveniñ dre vras (sevener ar film eo en doa sevenet al lodennoù filmoù er c’hoarioù). Tu ‘zo ivez da selaou un tamm sonerezh pouezus en istor ha kompren resis penaos eo troc’het. Ret eo anzav e ra un hanter eur a deulfilm tamm-pe-damm ar pezh a zo un tamm treut evit un embannadur cheuc’h…
Hag ul luziadennig a zo, evit gwelet traoù ouzhpenn war al lec’hienn. Ret eo kavout ur rummad sifroù gant sikour ar voest met n’on ket deuet a-benn evit ar mare (klasket ‘m eus un toullad traoù koulskoude!)…

The 40-Years-Old Virgin

Posted in Filmoù on Here 21, 2010 by geekezig

Tamm-ha-tamm e teuin a-benn da welet an holl filmoù bet savet gant strolladig Judd Apatow and Co. Kalzig rakvarnioù am boa war emañ peogwir e seblante lu ha groz an tem memestra. Hag ez eo, un tamm, dre ret, met fentus-tre eo memestra.
A-benn ar fin e vez kaoz muioc’h eus darempredoù koublad eget darempredoù revel (zoken m’int liammet), ha pep tudenn a zo ken kollet hag an “haroz” a-benn ar fin. An holl tudennoù-se, lieusseurt, a zo nerzh ar film. Kazi an holl a zo dedennus en ur stumm bennak. Prantadoù plijus-tre a zo gant ar c’henseurt a ra un dic’hwezadenn abaoe 2 vloaz pe c’hoazh renerez ar stal. Ur souezhadenn blijus eo neuze. N’ouzon ket m’eo ar film en deus plijet din ar muiañ e-touez reoù ar “bagad” met kavout a ran eo unan a c’hallo tizhout muioc’h a dud marteze.

The Social Network

Posted in Filmoù on Here 18, 2010 by geekezig

Ya, ya, “ar film diwar-benn facebook”.
Film nevez David Fincher n’eo ket diwar-benn facebook met diwar-benn krouer facebook. Simpl ha sod eo : ur paotr yaouank eus Harvard, o klask mont en ur “social club” evel ma vez er Stadoù-Unanet (c’hwi war, an “tiez” gant traoù droch evit bezañ degemeret ha gouelioù divent da c’houde) hag a vez roet e sac’h dezhañ gant e vignonez. Setu penaos e krou ul lec’hienn evel dael (facemash, ul lec’hienn o keñveriañ pennoù merc’hed, ret eo votiñ evit an hini vravañ bep tro) hag e vez anavezet un tamm er skol-veur. Setu penaos e krog istor facebook.
Nebeutoc’h eget 6 vloaz en do bet ezhomm Mark Zuckerberg evit dont da vezañ penn unan eus embregerezhioù pinvidikañ ha pouezusañ ar bed. (“Ah Bosnia, they don’t have roads, but they have facebook”)
The Social Network a zo savet gant un tu prosezoù (daou brosez a zo bet graet da Vark Zuckerberg gant tud deus e skol-veur) hag un tu respontoù-setu-penaos-eo-tremenet-an-traoù. Klasel met dedennus awalc’h.
Bon, an istor ‘zo hini an dud wirion a vez taolennet amañ neuze n’eo ket dreistordinal evit a re a oar dija.
Ar pezh a zo dreist a zo an doare m’eo bet skrivet ar c’haozeadennoù, leun a fent du, hag ivez ar santad a dizh a zo a-hed ar film. Tizh ar c’homzoù en digoradur (arabat kouskat!), tizh ar prantad bigi roeñviñ hag ivez an tizh roet gant an trouz er voest noz da skouer. Pep tra a seblant bezañ re drouzus hag o vont re vuan. Evel ma vez an traoù war ar rouedad.
Ur film diwar-benn un den en doa c’hoant krouiñ un dra dreistordinal eo ivez, un den e-unan. Keñveriet eo bet The Social Network gant Citizen Kane e-barzh Le Monde magazine. N’em boa ket soñjet en-se pa oan o sellet ar film met anzav a ran n’eo ket ur geñveriadenn fall.
Setu ur film speredek eo, diwar-benn an amzer-vremañ, gant aktourien vat.

%d bloggers like this: