Oz bloavezh 6

Setu erru fin Oz. Un embregerezh a n’em stailh en toull, Kareem a glask sevel unan all a-benn embann levr Augustus.
McManus a sav ur milendall preder. Kalz a dud a implijo anezhañ e-kerzh ar bloaz…
Kalz tud o vervel, kalz traoù start. Evit Beecher da skouer. Pe c’hoazh evit Robson, a deu da vezañ denel un tamm evit ar wech kentañ.
Itrikoù politikel a live uhel-tre. Souezhadennoù, ur pezh c’hoari ha Keller, a hegaso an holl, betek ar penn.
Ur bloavezh dispar, leun a draoù spontus, fromus, euzhus. Hag ur fin “brav”, kavet mat.
Oz a zo ur rummad berr a-benn ar fin (56 rann en holl) met gant un nerzh divent. Penaos kaozel eus kement a draoù? Relijion, dramm, rev, karantez, labour, politikerezh, deskadurezh, arz, torfedoù, justis, toulloù-bac’h…
Pep istor, pep tudenn a lak ar seller da brederiañ, da santout traoù, da grediñ en denelezh pe get. N’eus rebet ebet d’ober da rummad Tom Fontana. Un taol-dreist ouzhpenn evit HBO!
Kenavo Oz…

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: