Oz bloavezh 5

Kregiñ a ra pempvet bloavezh Oz gant unan eus ar rannoù tristañ ‘zo bet. Ur bern traoù spontus a c’hoarvez er rummad-mañ. Traoù kazi faltazius zoken…
Evidon-me eo unan eus ar bloavezhioù feulsañ ivez.
E-keñver pezh a c’hoarvez? Ma, lakaomp : Kareem Said un tamm siouloc’h, Schillinger ha Beecher o n’em glevet en dro, betek ur poent hepken eveljust. Tem pouezusañ ar bloavezh a zo “saveteiñ” ar brizonidi, an dud.
Peter Marie a gendalc’h gant he frogram met kinniget e vez ivez kentelioù kan gant mamm Ryan O’Reily hag ur program evit sevel chas a sikouro tud dall. Ur bern mennozhioù mat, hañ…
An disoc’h a zo : ur bern tud en ospital, ur bern tud bac’het hep darempred gant prizonidi all ha memestra 3 den kondaonet d’ar marv… Ayou.
A-fed “kentelioù” n’em eus ket kavet ken dedennus eget ar bloavezhioù all (kalz traoù a zo bet lâret dija, moarvat) met dedennus eo bet e-keñver santadoù (Mukada o kaout kas da skouer). Ur rann blijus a zo bet gant kanaouennoù kanet gant an tudennoù e plas kentelioù Augustus. ‘Oa ket fall an disoc’h!
Bon, ale tudoù, ur bloavezh a chom hepken… Piv a chomo bev, piv a deuio a-benn da guitaat Oz? Gwelet e vo.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: