Oz bloavezh 4

Ur bloavezh a 16 rann eo pevare hini Oz. Perak? N’ouzon ket. E kerzh an hanter kentañ e vo cheñchet pep tra e Em City dre m’eo bet skarzhet McManus. Trein a raio da fall spontus an traoù avat abalamour d’ar pezh ‘vo laosket ar brizonidi du da ober. A-benn ar fin e tistroio McManus (goude ma vefe gloazet ar gouarnour hag all) met traoù spontus all a c’hoarvezo eveljust. Saïd a grog da vezan feulz spontus, Beecher a zo trist dre ma ya kuit Keller d’un toullbac’h all. Schillinger ‘zo nec’het gant ar fed e vefe Jewel (aha) merc’h vihan un den all.
Tudennoù nevez a vez gwelet er rummad, evel reverand Cloutier, un doare gourou deus “iliz nevez ar c’hrist”. Un doare brezelig a vo neuze etrezan ha Mukada. Echuiñ a ra dreist fin ar rummad, un episod bamus eo an hini diwezhañ, gant tagadennoù dic’hortoz (pe digredus) hag ur spi…
Ur bloavezh hiroc’h eget ar reoù all ha mat bepred!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: