Dielloù evit Gwengolo, 2010

The Runaways

Posted in Filmoù on Gwengolo 27, 2010 by geekezig

The Runaways a oa ur strollad rock ‘n’ roll savet e 1975. Ur strollad merc’hed hepken. Sonet o deus asambles betek 1979. Unan hepken a zo anavezet bremañ : Joan Jett. Ar film The Runaways a gont istor ar strollad. Penaos eo bet savet gant Joan Jett un tamm dre zegouezh en ur gejañ gant ar produer Kim Fowley. Merc’hed ar strollad a oa yaouank spontus (15 vloaz). Ha n’int ket bet pell  o teskiñ kemer dramm forzh pegement. Sex, drugs and rock ‘n’roll tudoù.
Dedennus-tre eo gwelet Dakota Fanning ha Kristen Stewart pellig eus an tudennoù a vezer boaz da welet anezho o c’hoari.
Sonerezh lañsus ha kalz traoù a vez desket (ne ouien netra diwar-benn ar strollad, anzav a ran). Siwazh ne teu ket a-benn ar film da vezañ ar pezh e klask hag e c’hallfe bezañ : ur gwir film girl power. Santet e vez levezon Bliss (film kentañ Drew Barrymore, ur souezhadenn blijus) da skouer, met n’eus ket memes energiez gant ar film-mañ. Ouzhpenn-se ne vez ket meizet mat an tudennoù hag o santadoù ar pezh na ro tamm from ebet (padal eo trist awalc’h o istor memestra pa soñjer mat). A-benn ar fin, em eus bet ar santimant e oa bet savet ar film evit reiñ ul liv un tamm trash d’an div aktourez bennañ ha ne oa ket kalz traoù all da c’houde. Dipitus…

Ace Attorney 2

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 27, 2010 by geekezig

Eil levrenn manga Ace Attorney ‘m eus kavet gwelloc’h, evel ma vefe bet kavet al lusk (pe ivez un tamm pa c’hoarier, goude un enklask pe zaou e vezer “e-barzh” penn-da-benn ha n’eo ket o tizoloiñ hag o klask difenn en un doare kamm). Ouzhpenn diskoulm istor ar c’hevnid (na oa ket echu) ez eus un enklask all, dres unan a c’hallfe bezañ er c’hoarioù gant ur muntr iskis c’hoarvezet e-kerzh un abadenn en ur park dudi. Pezh a zo eo bet toullgofet ur paotr padal e oa e-barzh ur gwiskamant a zo tu da denañ dre ar c’hein hepken…
Un tammig spered an enklaskoù gant ar Samourai (arc’hant, dir ha me oar ^^) a zo.
Bon, gortozomp ar miz o tont evit gouzout fin an istor! 5 levrenn a vo en holl war a seblant.

Ace Attorney 1

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 27, 2010 by geekezig

Ace Attorney. E stumm manga. Ehe.
Tro em boa bet da lenn un toullad pajennoù war ar rouedad warlene met gwelloc’h ‘oa din kaout al levr e gwirionez memestra.
El levrenn gentañ ez eus : un enklaskig a ra un tamm evel un digoradur. Paul Defès a vez tamallet (penaos?!) ha rediet e vez Phoenix d’e difenn. Berr awalc’h eo, gant fent ar c’hoarioù.
An eil a zo luzietoc’h un tamm, iskis, gant un istor kevnid un tamm souezhus. Blaz an tammoù “filmoù” a vez e penn kentañ an aferioù a zo gant lodenn gentañ an istor (marv an den), graet eo mat.
Da c’houde ez eus tudennoù iskis a c’hallfe bezañ kavet er c’hoarioù. An tresañ n’eo ket dreistordinal met heñvel deus tudennoù ar c’hoari, o fersonnelezhioù (evit ar re a anavezomp dija) a zo heñvel ivez. Un disoc’h kentoc’h mat neuze. Evit faned Ace Attorney memestra, rak evit ar reoù all n’eo ket dedennus awalc’h an istor hec’h unan (hep ar fent/an tudennoù pa n’anavezer ket ar c’hoarioù) evit dalvezout ar boan d’am soñj.

Poetry

Posted in Filmoù on Gwengolo 27, 2010 by geekezig

Ur film barzhoniel eo Poetry. Ur film gorrek, gant skeudennoù brav, frazennoù da brederiañ, barzhoniezh ar vuhez pemdez.
Ur film start eo ivez, diwar-benn ur plac’h kozh o kouezhañ klañv, o klask sevel he mab-bihan diseblant.
Ur bersonelezh dreist a zo ganti, startijenn spontus, un tu cheuc’h ha lorc’hus a vez a-wechoù gant ar merc’hed kozh… Spontus eo eñ, emgar ha goulo.
N’eo ket ur film fentus, mantrus eo ar fin ha koulskoude eo peoc’hus ha brav.

Tom et William

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 25, 2010 by geekezig

Tom et William a zo un istor “fin ar bed”. Ur paotrig a zizolo un deiz emañ e-unan. Pa vez taget gant boudoù iskis e c’houlenn sikour digant harozed al levrioù bannoù-treset a blij kalz dezhañ. William a zo e-unan ivez, tamm-ha-tamm e verzont ez eus ur pemp den bennak er c’horn-bro (en un tu bennak er c’hwec’hkorn emaint). Taget e vezont gant euzhviled al levrioù bannoù-treset. Setu, kaer o deus goulenn sikour gant un haroz e vo reoù drouk o tont da c’houde…
Dizoloet e vo ivez eo liammet an holl dud a zo chomet gant an embanner pe al levrioù bannoù-treset dre vras. Iskis hañ…
Un tamm giz-kozh e ra an tresañ, evel un dave d’al levrioù bannoù-treset eus ar bloavezhioù 50 lakaomp. Ul labour klok awalc’h a zo bet graet tro-dro abalamour ez eus bet savet ur blog (unan eus an tudennoù en doa savet ur blog) hag all evit klotañ gant an istor hag e lakaat da seblantout gwir. Ur raktres plijus.

Parker : Le Chasseur

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 20, 2010 by geekezig

Start kenañ eo penn-kentañ Parker. Hep komzoù pe dost, tresadennoù teñval an eil warlerc’h ar reoù all.
Da c’houde e teu sklaeroc’h. Parker a zo bet trubardet gant e wreg, abaoe e soñj d’an holl eo marv, padal n’eo ket met en soñj emañ kaout dael.
Tamm-ha-tamm e teu a-benn en ur lazhañ kalz tud war e hent.
Savet diwar romantoù polis, un dudenn didruez met ul levr kreñv, plijus, blaz ar filmoù du, ar merc’hed koant, SUA ar bloavezhioù 50 un tamm. Ul labour a-feson.

Les enfants de l’envie

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gwengolo 20, 2010 by geekezig

Ul levr bannoù-treset iskis, gant un tresañ, pas goulo, met un tammig re a wenn ennañ. (Start eo displegañ ^^)
N’eo ket dres evel ul levr bannoù-treset klasel, n’eus ket kazennoù resis… Kentoc’h tresadennoù hag a grou un istor.
Un istor fromus diwar-benn ur geriadennig levezonet gant hec’h istor, pa oa soudarded amerikan goude an eil brezel bed. Ur bern bugale gant un tad dianav, ur bern tud dilabour, hag ur paotr sorc’henet gant New York.
Un istor soutil, plijus-tre. Ul labour dedennus, na blijo ket d’an holl avat.

%d bloggers like this: