Trois étoiles de mer

Ur film diwar-benn ar c’heginer Roellinger eo Trois étoiles de mer.
E-kerzh ar film e vo heuliet ar c’heginer e beajoù a bep seurt (Tailand, Brazil, Japan h.a.) a-benn dizoloiñ boued all, spisoù dianav, blazioù ha c’hwezhioù nevez met ivez tud all. Ur film hag a ro c’hoant da veajiñ ha da zebriñ eo…
Brav eo gwelet en deus ar c’heginer miret darempred gant tud deuet da zeskiñ keginaat gantañ hag aet da labourat e broioù all warlec’h.
Sonerezh savet gant Yvan Cassar a zo ivez hag a ro ur santad film troioù-kaer ha beajoù meurdezus, un tamm pounner a-wechoù…
Ul levr a zo bet savet ivez (gant kalz skeudennoù) (golo al levr an hini ‘m eus lakaet a-us, ‘m eus ket kavet hini an DVD) hag a rank bezañ brav ha dedennus.
Setu, un teulfilm 1eurvezh evit ar re o deus c’hoant gwelet skeudennoù brav ha deskiñ un tammig doareoù labourat Roellinger.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: