Night and Day

Siwazh ez eus bet kalz bruderezh evit Night an Day abaoe mizioù, setu e oa bet diskouezet kazi tout farsadennoù ar film er bommoù-bruderezh. (Reoù zo zoken a zo bet cheñchet e-keñver advouezhiañ galleg, kavet em boa anezho fentusoc’h er bruderezh!!)
Na gomprenan ket c’hoazh perak eo bet troet ar film evel-se e galleg (Knight and Day eo e YO), kalz eus stêr traoù zo a zo tennet. (Ar fed e tibabfe an “haroz” kuzhat ar bilenn en un delwennig marc’heg, e vefe Knight e anv gwir h.a.) E galleg eo didalvoud!! (Bon, n’ouzon ket ma vefe bet tu da gavout un dra gant Chevalier, met n’eus c’hoarioù gerioù ebet ken!!)
Chom a ra memestra ur film dudius, fentus, leun a draoù o tarzhañ ha tout se. Tom Cruise a zo direbech en e rol Jason Bourne sot-nay ha Cameron Diaz n’eo ket re hegasus. Ur bern aktourien anavezet all a zo en afer, fentus a-walc’h eo gwelet anezho e roloù dic’hortoz a-walc’h. (Paul Dano e krennard aotek – ha vil… da skouer)
Ur blaz James Bond droch, filmoù leun a virvilh gant un istorig karantez plijus. N’eo ket gwellañ film James Mangold (ha kaoc’h ki, perak ober gant efedoù ispisial vil pa vefe tu ober gant gwir traoù prop?! ><) met plijus eo, skañv evit an hañv!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: