Dielloù evit Eost, 2010

Faire le Mur

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 30, 2010 by geekezig

Faire le Mur a zo ul levr ispisial awalc’h. Ouzhpenn istor Mahmoud, ur palestinian yaouank, dedennet gant ar merc’hed hag an arz ez eus kalz preder war politikerezh etrevroadel, ar gêr “sponterezh” hag all.
Un istor fromus eo hini Mahmoud, treset gant Maximilien Le Roy, tresadennoù teñval, griz/gwer. Heverk eus ur vuhez leun a boultr, a dristidigezh. Tresadennoù Mahmoud (a zo ur paotr gwir) a vez kavet en danevell, tresadennoù leun a liv (ruz dreist-holl), gant pennoù distum. Daou stil disheñvel mat. Techet e vefen da gavout plijusoc’h hini Mahmoud, met an daou a zo dedennus-tre, dreist-holl laket kichen-ha-kichen.
Kinniget eo al levr gant Simone Bitton he deus bet savet ur film anvet Mur hag a zo mat-tre.
E fin al levr e vez kavet skeudennoù eus familh Mahmoud, skeudennoù eus ar voger hag ur pennad-kaoz gant Alain Gresh. Ur sapre levr klok, liesseurt a ro da welet meur a sell war buhez palestinianiz. Ur gwir oberenn.

Advertisements

Kaikisen : Retour vers la mer

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 30, 2010 by geekezig

Dipitet ha trist gant marv Sathoshi Kon dimeurzh da noz, ez on bet un tammig o klask petra oa el levraoueg gantañ. Filmoù zo eveljust met ul levr bannoù-treset ivez. N’on ket chomet da dortal, ijinañ a rit mat.
Setu ‘m eus bet tro da lenn Kaikisen Retour vers la mer. An dra vamusañ a zo bet ar santad iskis en ur sellet eus an tresadennoù : heñvel poch eus labour Katsuhiro Otomo! Ur spont!
An istor mod all a zo hini ur paotr yaouank a zo o chom en ur geriadennig kichen ar mor. Ur vojenn a zo er geriadenn-se. Sañset e vefe gwarezet an annezidi diouzh ar mor a-drugarez d’ur boud eus ar mor, giz morganez un tamm. He û a ro d’an annezidi a rank ober war e dro e pad 60 vloaz araok e rentañ dezhi. Kalz pesked a vez kavet tro-dro d’ar geriadenn.
Tad an haroz eo a ra war-dro an û met prest eo d’e werzhañ evit ma vefe savet a bep seurt stalioù ha savadurioù gant ur pezh embregerezh. Ne vefe ket ken luziet an traoù ma na dostafe ket ar mare da rentañ an û d’ar vorganez…
Un tammig poan ‘m eus bet er penn-kentañ, seblantout a rae din c’hwitout komzoù pe pajennoù zo (marteze n’eo ket troet dispar?). Da c’houde e teue gwelloc’h an traoù ha prantadoù zo a zo dreist a-fed lusk. Redadek ar fin davet an draezhenn em befe gwelet awalc’h en ur film.
Setu, zoken ma n’eo ket direbech em eus kavet plijus kenañ dizoloiñ labourioù kentañ Satoshi Kon en ur stumm n’anavezer ket kement ouzhpenn.
Ra vo skañv douar Japan evitañ !

Where The Wild Things Are

Posted in Levrioù with tags , on Eost 26, 2010 by geekezig

D’am meno em boa bet tro da lenn Max et les maximonstres pa oan bihan, met n’em boa ket soñj mat. Etre-tan em eus bet gwelet ar film gant Spike Jonze hag en deus plijet din awalc’h.
Setu ‘m eus soñjet e vefe plijus adlenn e saozneg al levr orin. Berr kenañ eo, kalz fent a zo gant ar frazennoù. An tresadennoù a zo ur meskaj teñval/nec’hus/eürus. Gant un tu “kalz linennoù du” a c’hallfe bezañ louz met a zo dreist kentoc’h hag en deus lakaet ac’hanon da soñjal en ur c’helenner tresañ em boa bet er skolaj ^^”. Al livioù n’int ket flamm met n’eo ket grevus-tre.
An istor a zo ordin ken mat. Gallourd ur bugel, nerzh an ijin…
Dreist koa!

Drag me to Hell

Posted in Filmoù on Eost 26, 2010 by geekezig

N’ouzon ket mat perak n’em boa ket kredet mont da welet Drag me to Hell er sinema. Gwelloc’h eo bet din gortoz un nozvezh teñval ma-unan er gêr…
Ne oan ket dres en gortoz. E-keñver lusk e oan laouen awalc’h e vefe berr an digoradur. Hop, amzer da gompren e fell d’an harozez ul labour gwelloc’h ha setu.
Goude-se e oa un tamm aeset memestra “hiii, sorset out bet gant ur jitanez gozh”…
Un toullad prantadoù plijus a zo er film (an dra kentañ tout a zo sañset d’ober aon a zo droch pout memestra), traoù ‘zo a zo skrijus, reoù all a zo rukunus hepken. (Ur gwir sorc’hen a zo er film gant ar genoù/dislonk/traoù euzhus o tont ‘maez eus genoioù an dud)
Ar rebech brasañ am eus d’ober a zo a-fed efedoù ispisial. PEP TRA a zo graet dre urzhiataer (kelien, mouchouer, delioù o nijal…) ha vil!! N’eus ket tu da grediñ enno, ar film a seblant neuze cheap pe droch padal en defe gallet seblantout just mat gant un tammig efedoù “giz-kozh”. Dipitet on gant an dibab-se a-berzh Sam Raimi.
Lindsay Lohman zo plijus avat.
An twist fin a zo… gortozet. Met fentus memestra.

Oz (3de bloavezh)

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Eost 23, 2010 by geekezig

Kregiñ a ra trede bloavezh Oz gant un diveradennig o tisplegañ n’eo ket cheñchet kalz tra en toullbac’h. Buan awalc’h avat e cheñcho an traoù. Da gentañ tout e vez gopret un den a-benn ma vefe dispignet nebeutoc’h a arc’hant a-fed louzeier, ar pezh a zegaso ur prizoniad da glask en em lazhañ. Ar gward nazi a vez drouklazhet en un doare spontus awalc’h, den ne oar gant piv (estreget an arvesterien) hag ur mignon da Dim MacManus a zeuio en e blas e penn gwarded Em City. Gant e sikour eo e vo savet ur program nevez : ur genstrivadeg boks. Ar pal a zo klask lakaat ar prizonidi da vezañ “feulz” war tachenn ar sport kentoc’h eget el lec’hioù all. Ur bern itrikoù a savo diwar-se eveljust.
Mod all e glask ar seurez Peter Marie lakaat e plas emgavioù etre tud bet gloazet hag ar re o deus gloazet anezho. Kregiñ a ra gant Miguel hag ar gward en deus dallet a daolioù kontel.
Kareem Saïd a vo lakaet diaes ivez e-touez ar strollad muzulmiz. E-kerzh e stourm evit ma vefe ur prosez a-enep d’an toullbac’h (diwar ar pezh oa c’hoarvezet e fin ar bloavezh kentañ) e vo dizoloet piv a c’hall tapout e evezh.
Peter Marie a grogo da gaout douetañs en he buhez seurez abalamour da Geller. Hemañ a glasko a-hed ar bloavezh kaout fiziañs Beecher en-dro ha dont a refont a-benn d’ober kalz drouk da Schillinger (gant sikour Ryan) dre tudenn e vab, nevez erruet en Oz…
Tim McManus an hini a vo gwallgaset ar muiañ er rummad, dre ma vez tamallet gant ur wardez nevez bezañ profitet outi en un doare revel. Adebisi a brofit eus an darvoud evit lakaat muioc’h a vec’h warnañ o lârat e profitfe eus prizonidi ivez hag ar fed e c’hounezfe Cyril an tournamant boks a lak an traoù stegn etre tud du ha tud wenn e fin ar bloavezh…
Dedennus eo c’hoazh, kalz tud varv evel boaz, met kalzig traoù all, prosezoù, prederiadennoù an implijidi hag all a lak trede bloavezh Oz da live gant ar reoù all digudenn. Emdroadur an tudennoù a zo dedennus-tre (Kareem Saïd dilezet da skouer) hag a ro c’hoant da c’houzout pezh a c’hoarvezo da bep hini e toullbac’h Oz, e lec’h ma na ket gwelloc’h an traoù, anat.

Syndrome 1866 1 : le projet

Posted in Levrioù bannoù-treset on Eost 23, 2010 by geekezig

Ur raktres spontus a zo gant Miroku. Heuget gant drougoni ha krizder an dud hag ar bed en deus divizet lazhañ ul liseadez e-penn ur rouedad gisti.
Miroku en deus dilezet pep tra e studioù hag e labourioù bihan, met aketus kenañ eo gant e raktres. Goude bezañ spiet ar bagad merc’hed e ya e darempred gant al liseadez e-penn, o lakaat anezhi da grediñ eo kelaouenner.
Un azasadenn eus Crime et Chatiment gant Dostoievski eo ar manga-mañ.
Efedus a-fed tresañ (ha kentoc’h brav) hag a-fed lusk eo. Ur gwir aergelc’h nec’hus a zo. Spontus eo an haroz hag e raktres met spontus eo ivez krizder ar plac’h yaouank prest da jahinañ ar merc’hed all en un doare didruez. Ur skeudenn vil eus ar gevredigezh japanat (ha kornog dre vras)…
Ur manga a-feson neuze.

Five minutes of Heaven

Posted in Filmoù on Eost 19, 2010 by geekezig

Ur film ouzhpenn diwar-benn Ulster, ur film ouzhpenn diwar-benn an dael.
Miss Vengeance a c’hallfen bezañ gant an niver a filmoù diwar-benn an dodenn-se em eus bet gwelet. Five minutes of Heaven a zo kentoc’h unan mat. Zoken ma n’eo ket da geñveriañ gant Old Boy pe Kill Bill (arabat farsal) ez eus tu da lârat eo dedennus.
Sevenet eo bet ar film gant an den en doa sevenet Der Untergang (n’em eus ket bet tro da welet, gant ar vezh) hag an aktourien n’int ket forzh piv kennebeut (Liam Neeson, James Nesbitt).
Perzh dibar ar film a zo tec’hout penn-da-benn ar feulster a c’hallfemp ijinañ evit mont davet un tu un tamm psikologel. Peseurt doare tud a c’haller dont da vezañ goude un darvoud spontus (lazhañ ha bezañ test eus muntr e vreur)? Daoust hag un diskoulm eo kejañ? Daoust hag an tele  c’hall sikour (ur prantad hir a dremen en un ti evit prientiñ un abadenn “Face to face” etre an daou, e lec’h ma fellfe d’ar seller reiñ flac’hadoù da dud ar chadenn “When you’re ready sir” Aaaaah!)
Setu neuze, prederioù dedennus ha gwirheñvel a-benn ar fin.
Ar prantadoù er bloavezhioù 70 a zo graet kentoc’h mat ivez, kendrec’hus int (a-fed dilhad hag all).

%d bloggers like this: