Tamara Drewe

N’em eus ket bet tro da lenn al levr bannoù-treset Tamara Drewe. C’hoazh.
Rak goude bezañ gwelet ar film n’eus kazi nemet se a zo sur.
Film nevez Stephen Frears n’eo ket fentus. Hir eo kentoc’h.
Un toullad farsadennoù a zo, ha n’int ket displijus. An tudennoù a zo displijusoc’h… Pe an dudenn bennañ kentoc’h.
Tamara, lesanvet “Plastic Fantastic” gant krennardezed an gêriadenn, a zo difrom, seblantout a ra faos he dremm ha pep tra a ra. Estreget marteze he dibab kaout darempredoù reizh gant ar skrivagner a blije dezhi pa oa krennardez, un doare da n’em veñjiñ ‘michañs.
An tudennoù all tro dro dezhi n’int ket re zisplijus, reoù zo a seblant kazi gwir zoken. Ar fin a zo spontus awalc’h, dic’hortoz ha direizh (en ur doare “justis” ma vefe bet da gaout).
Mod all ez eus tu da brofitañ eus sonerezh plijus Alexandre Desplat (daoust ma seblant bezañ ordin memestra ha kanaouennoù droch diazezet war tudenn Ben) ha gweledvaoù ar maezioù saoz. Daoust ha trawalc’h eo?

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: