Cadavre exquis

N’on ket unan a zo nay gant ‘pezh a ra Pénélope Bagieu. Plijadur em bez o lenn ur strip bennak diwar he blog, met setu tout. Dedennet on bet avat o tizoloiñ he levr “hir” kentañ.
Un doare tresañ simpl ha plijus, gwregel kenañ hag un istor… Mmmh, traoù ‘zo ‘m eus kavet hegasus (an dudenn bennañ ‘zo luuuu, he mignon ‘zo un tamm re cliché ar paotr dilabour/macho h.a.) met he istor karantez gant ur skrivagner brudet hag ar pezh a zizoloo tamm-ha-tamm ‘zo dic’hortoz, fentus ha kavet mat.  Ar fin a zo plijus ouzhpenn.
Setu ul levr skañv (pe get?) ha dudius, n’eo ket tamm ebet ur bennoberenn met n’eo ket fall memestra. D’am soñj he deus Pénélope Bagieu peadra da ginnig deomp istorioù hir a-feson en dazont.

Advertisements

Ur respont to “Cadavre exquis”

  1. […] raktres war blog Boulet. Plijout a ra din tresadennoù Penelope Bagieu met n’on ket sot gant an istorioù a sav (evit ar mare). Kevrinus e oa chabistr kentañ al levr a veze tu da lenn war ar rouedad. Un deiz, […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: