Ugly Betty

Krouet e 2006, Ugly Betty a zo ur rummad skinwel amerikan diazezet war an telenovela kolombian Yo soy Betty la fea.
Ur stumm alaman a zo bet ivez, met n’ouzon ket hiroc’h.
Un deiz bennak, marteze abalamour e oan enoeet em eus sellet eus Ugly Betty. Ha plijet on bet diouzhtu. Estreget kalz fent hag ur bern traoù digredus spontus o tremen e oa ivez kalz traoù gwir diwar-benn an darempredoù (familh, koublad, labour) ha bed al labour dre vras.
Dudius kenañ eo, ha kazi bewech e oa c’hoarzhadeg ha goueladeg da c’houde. Ur c’hempouez dispar a zo bet kavet gant ar re a skrive Ugly Betty.
N’ouzon ket penaos e rin, bremañ eo echu, evit klevet kement a farsadennoù ha frazennoù dispar (dreist-holl a-berzh Amanda ha Mark)…
Setu, pevar bloavezh a zo bet. Kaozi a zo eus ur film…
Pezh am eus kavet dreist ha n’en deus ket cheñchet a-hed ar bloavezhioù e oa Ugly Betty ur rummad diwar-benn dont a-benn drezi (memestra) hec’h unan, girl power forzh pegement. Ordin e tivize Betty mont davet ar pezh a oa mat evit he dazont micherel ha n’eo ket istorioù karantez (zoken m’eo bet trist a-wechoù!). Aon spontus em boa rak ar fin, met ne oa ket peadra.
Bon, setu, ma vez ur film e sellin gant plijadur ha tristig on un tamm o kimiadiñ ouzh Betty.
Goodbye and goodluck.

Advertisements

2 Respont to “Ugly Betty”

  1. kristen Says:

    “marteze abalamour e oan enaouet” … “enoeet” ‘michañs ?

    • Salud dit Kristen!
      Aha, ya! Reizhet eo, trugarez dit. Daoust din kavout fentus ar fazi a-benn ar fin ^^ Poan ‘m eus gant ar gêr-se (evel gant ur bern reoù all, anat…).
      Ken vi lennet?

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: