Dielloù evit Gouere, 2010

20th century boys (levrenn 1)

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 31, 2010 by geekezig

A-benn ar fin ! Abaoe ‘n amzer e oa c’hoant ganin lenn “diazez ar manga” (hervez tud zo), setu me kroget.
Bon, Naoki Urusawa klasel eo : tresadennoù dreist (uhu, n’eo ket ken european avat, ha “vil” eo an dud memestra ^^) , un istor iskis gant tudennoù nec’hus. N’ouzer ket re da belec’h ez aio an traoù met dedennus eo ha seblantout a ra bezañ ur thriller efedus kenañ!

It’s complicated

Posted in Filmoù on Gouere 31, 2010 by geekezig

Ur film fentus diwar-benn an disparti. Perak ket?
Setu neuze kazi div eur a drubuilhoù tud o kozhiñ ha leun a c’houlennoù diwar-benn emdroadur o darempredoù.
Tud pinvidik-mor o kozhiñ, pa lavarin mat.
Da c’houde ez eus kalzig gagoù a bep seurt, traoù fentus awalc’h ha traoù disteroc’h. Ma. Pezh a zo, n’eus netra a seblant gwir en afer. Perak neuze echuiñ gant ur fin gwirvoudel kenañ? Iskis an dra.
Meryl Streep a seblant bezañ o c’hoari memes rol ordin abaoe un toullad bloavezhioù ha Steve Martin a zo plastik tout war a seblant…
Hir ha dipitus.

Toki wo kakeru shôjo

Posted in Filmoù on Gouere 31, 2010 by geekezig

Ral awalc’h eo gwelet er c’hwec’hkorn filmoù bevaat japanat o tremen e metou ar skolioù/liseoù gant kudennoù “boutin” an oad-se. Kustumoc’h e vezer da lenn seurt traoù er mangaoù.
Lârat  ran kudennoù “boutin” peogwir er film-mañ n’eo ket boutin penn-da-benn ar pezh a c’hoarvez gant an harozez. D’un deiz d’egile e tizolo e c’hall c’hoari gant an amzer, distreiñ pemp munutenn araok evit chom hep terriñ un dra bennak ha traoù a seurt. Ar pezh a na verz ket diouzhtu eo e vez diskontet dezhi pep beaj en amzer ha ne vo ket tu dezhi ober gant ar galloud se da viken.
Ur beeeern prantadoù fentus-tre a zo er film, un tamm e doare Un jour sans fin pe filmoù evelse lec’h ma c’hall an haroz bevañ en-dro memes darvoud, chom hep ober fazioù…
An eilmouezhiañ a zo dispar ivez (sellet e japaneg).
Displegadenn ar galloud hag an doare da echuiñ ar film an hini a zo an iskisañ marteze, re brim pe n’ouzon ket met ne oa ket dres memes aergelc’h.
Ur film fentus ha kaer eo memestra!

Avant la télé

Posted in Levrioù with tags , on Gouere 26, 2010 by geekezig

N’on ket gwall objektivel gant labour Yvan Pommaux. Kavout a ran dreist abaoe on bihan. Ne oan ket boaz avat da lenn e levrioù e stumm “albomoù” evit ar vugale (bannoù-treset na lavaran ket). Setu ouzhpenn tresadennoù gant e stil, fent, simpl e vez kontet ivez buhez pemdez ur bugel 8 vloaz e 1953. Al lurioù kozh, an doare da vevañ hag all.
Ar pezh a zo plijus gant al levr-mañ a zo n’eus tamm melkoni ebet, n’eo ket “gwelloc’h e oa gwechall” met kentoc’h un displegadenn eus an disheñvelderioù, evit ma vefe sklaer ar cheñchamantoù hag araokadennoù a zo bet abaoe evit ar vugale. Ul levr brav.

Le casse : le troisième jour

Posted in Levrioù bannoù-treset on Gouere 26, 2010 by geekezig

Le Casse a zo ur rummad levrioù bannoù-treset o kontañ pep hini ur laeroñsi “disheñvel”.
Dedennet e oan bet gant hemañ resis abalamour e kinnige un deorenn dedenus diwar-benn marv Jezuz : roet he defe Mari-Madalen ur poezon dezhañ evit ma seblantfe marv hepken. Setu me oc’h ijinañ Romeo&Julieta adarre, kea!
A-benn ar fin ne glote ket tamm ebet al levr gant pezh e oan o c’hortoz. Kalz kaoz a zo, un tamm re zoken, an tresañ ‘zo klasel betek re ha ne vez ket gwelet Jezuz. E kreiz al levr ez eus div pe deir bajennad brav eston met ‘m eus aon eo reoù vravañ al levr hag ar perreust n’eo ket gwall zedennus. Dipitus…

Toy Story 3

Posted in Filmoù on Gouere 25, 2010 by geekezig

Un eñvorenn bugaleaj dispar eo Toy Story ha krennardiezh dispar eo Toy Story 2. Gortoz a raen gant kalzig avi an trede neuze.
Ha n’on ket bet dipitet!
Setu erru poent da Andy mont d’ar skolveur. Ne gaso ket e c’hoarielloù gantañ, re vras eo. Met petra deuio ar strollad c’hoarielloù (Woody, Buzz, Rex, Jessy, an Ao. hag Itron Patatez h.a.) da vezañ? Setu buan-ha-buan istor Toy Story 3.
Da c’houde e vo ur bern mareoù dispar, leun a fent (gant gwir c’hoarzhadeg). Ur film tec’hadeg e vo (ur wech c’hoazh) ha stegn tre eo an traoù evit dont a-benn. Kalzig from a zo ivez, met pas hini chuchu, just ar melkoni naturel a zo da zilezel lodennoù zo eus hor buhez evit mont war-raok.
A-fed 3D n’eo ket bamus spontus Toy Story 3, dont a ra brav met sur awalc’h eo ken brav all hep an deknologiezh-se.
Ur film dreist ouzhpenn savet gant Pixar

Inception

Posted in Filmoù on Gouere 25, 2010 by geekezig

Daoust hag e vo ur film nevez gant Christopher Nolan bep bloaz e-pad an hañv? Den ne oar, met ar bloaz-mañ avat ez eus unan.
Inception an hini eo, ur film bet graet kalz a vruderezh evitañ met ne oa ket kalz a ditouroù diwar-benn ar pezh a oa ennañ.
Bon, bremañ e ouier eo ur film e-lec’h ma c’hall tud zo mont e hunvreoù an dud evit laerezh ditouroù pe silañ mennozhioù zoken. Se eo an “inception” ha start kenañ eo d’ober. Dom Cobb n’en deus ket kalz a dra da goll abalamour e vez tamallet eus muntr e wreg, ma fell dezhañ gwelet e vugale en dro e rank ober war-dro al labour a vez goulennet gant ur penn-embregerezh japanat, silañ e mab e gevezer brasañ ar mennozh dilezel impalaerezh ekonomikel e dad.
Evit al labour-se e savo Cobb ur strollad gant ur bern tud donezonet-tre.
Inception a zo ur film birvidik tra-ken. Tarzhadennoù, emgannoù, ur bern traoù a c’hoarvez war ar skramm ha frammet eo ken mat m’eo brav an traoù hag efedus kenañ.
Ar bed ijinet gant ar galloud da vont e hunvreoù an dud all a zo dreist, meneget e vez ouzhpenn ar rolioù disheñvel a zo (unan evit krouiñ endro an hunvre, an “tisavour”, da skouer) evit dont mat a-benn met ne ya ket donnoc’h an traoù.
Sañset e vo an traoù da vont donnoc’h-donnañ, gwashoc’h-gwashañ, startoc’h-startañ ha n’eo ket ken splann se…
An istor karantez etre Cobb hag e wreg a zo iskis awalc’h, sañset da vezañ mantrus, ur gwir drajedienn… Un tammig pounner eo kentoc’h. D’am soñj e oa sañset da vezañ kreñvoc’h, met n’eo ket dreist an disoc’h.
Bon, plijus-tre eo ar film hañ, met start e oa kaout ur film ken peurvat a The Dark Knight! Setu, n’it ket d’e welet gant ar soñj se (ez eo Inception ken peurvat a The Dark Knight hañ.)
Ar sonerezh a zo un tammig pompadus, merzet e vez re, zoken ma n’eo ket displijus an tonioù.
Met mod all, an aktourien a zo dispar (n’on ket sot gant Marion Cotillard, met bon, Joseph Gordon-Levitt ha Cillian Murphy aze e lâran hiiiiiiiii! paotred koant a vil-vern), an tudennoù a zo dedennus kenañ, pep hini gant e stil.
Setu, un toullad perzhioù mat a zo gant Inception. Ur sapre gwander senario/dibaboù evit simplaat ar bed a zo ivez.
(Ha memestra, un tammig groz a gavan bezañ graet rik memes skritell eget hini The Dark Knight!! Ijin, tudoù?)

%d bloggers like this: