Oz (bloavezh 1)

Marplij, na soñjit ket eo roll-digeriñ Oz heverk eus ar rummad. Ur spont eo, a lakfe an holl sellerien da soñjal “aaargh, pegen vil e oa an traoù er bloavezhioù 90”.
Bon, traoù un tamm koshaet a na vefe ket savet tamm ebet evelse hirie an deiz a zo memestra, met n’int ket ken spontus.
Oz a zo ur rummad skinwel savet gant ar chadenn HBO. Arabat krediñ eo Prison Break-heñvel, just peogwir e tremen en un toullbac’h.
E gwirionez e vez heuliet ur rannig eus an toullbac’h hepken : Emerald City, un taol-arnod evit gwelet ma c’hallfe an toulloù-bac’h mont en-dro en un doare all. Eveljust ne dremen ket mat an traoù tamm ebet. War 8 rann, d’am soñj ez eus un den o vervel e barzh pep hini anezho.
A bep seurt tud a zo e Emerald City ha pep tra a zo renet gant klanoù : latinos, islamiz, tud du, aryaned, italianed hag iwerzhoniz. Kasoni a zo etrezo met gouest da n’em glevout pa fell dezho ivez…
Implijidi an toullbac’h n’int ket tud plijus dre ret ha prederiet int gant o labour.
Heuliet e vez un tammig an holl (un dudenn a-bouez a zo e pep “strollad” memestra) hag ivez unan pe zaou ha n’int ket en ur strollad resis. Un daneveller a zo zoken : ur paotr du namet. Terriñ a ra un tamm al lusk met evelse e tegas ivez ur preder hollek war mab-den, ar vuhez (en toullbac’h pe get) hag all.
Ur rummad speredek-tre ha da vezañ gwelet.

Advertisements

Ur respont to “Oz (bloavezh 1)”

  1. […] an tri den tamallet ha zoken J.K Simons (ar paotr a c’hoari Schillinger, an arian e-barzh Oz) evit un dudenn a zo heñvel spontus ouzh Schillinger just a-walc’h… N’on ket […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: