Dog Pound

Ur sorc’henn ouzhpenn a vefe ganin, an toulloù-bac’h??
Echuiñ gant bloavezh kentañ Oz ha sellet ouzh Dog Pound warlerc’h, mmmh…
N’eo ket dres memestra, met santet e vez levezon ar rummad skinwel war ar film, ket dre ret en un doare splann met dreist-holl en doare un tamm rust da ziskouez an traoù.
Dog Pound a gont buhez pemdez krennarded en toull ouzhpenn. Ma n’eo ket ken splann an aozañ eget en Oz, ez eus traoù all a zeu war wel (ha traoù a zo boutin : gouennelouriezh da skouer). Prantadoù eskemm ha mignoniezh a-stroll a zo a-wechoù, evel krennarded voutin o c’hoari sport pe o vevañ asambles. Da vareoù all avat ez eus reolennoù “sokial” strizh-tre ha kalz kalz kalz feulster.
Mat-tre eo ar film Dog Pound, tudenn Butch dreist-holl a zo bamus, e sell trelatet hag ar prantadoù e-lec’h ma tro sod, gouest da lazhañ, abalamour d’ar gasoni a zo ennañ…
Ma n’oc’h ket re wann evit gouzañv e kuzulfen deoc’h gwelet ar film, dedennus ha savet mat eo.

Advertisements

2 Respont to “Dog Pound”

  1. […] ivez. An aktour yaouank a c’hoari perzh Josh en deus lakaet ac’hanon da soñjal e paotr Dog Pound un tamm. Ur film start met […]

  2. […] echuiñ ar film evel ma ra, met un dudi mat a-walc’h eo memestra. N’eo ket a live gant Dog Pound, ar film a oa bet graet a-raok gant Kim Chapiron, […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: