Pushing Daisies

Kaoz e oa bet kalzig eus Pushing Daisies d’ur mare zo, soñj ‘m eus. Ur rummad skinwel amerikan krouet e 2007 gant Bryan Fuller.
Daou bloavezh a zo bet, ar bloavezh kentañ ‘m eus gwelet. 9 rann a zo dezhi, abalamour e oa harz-labour ar skrivagnerien d’ar c’houlz-se. Echuet eo un tamm trumm neuze.
Pushing Daisies a zo istor Ned “the pie-maker”, perc’henn war ur stal tartezennoù ha gouest da lakaat ar re varv da vev en ur stokañ anezho. Pezh a zo : ma chom bev (en-dro) ar boud ouzhpenn ur vunutenn e vo lazhet unan “kevatal” a zo tro-war-dro. Evelse en deus lazhet tad e vignonez Chuck pa oa bihan. Ma stok anezho ur wech ouzhpenn e varvont da viken.
Dizoloet eo bet e sekred gant un enklasker iskis anvet Emerson Cod ha divizet o deus kenlabourat evit dirouestlañ muntroù tort (ha gounit arc’hant!).
Pep rann a zo un enklask gant istorioù sod nay alies. Un aergelc’h kontadenn a zo, diwir gant livioù flamm spontus. An dilhad, an tiez a zo labouret kenañ evit mont gant an aergelc’h.
An eiltudennoù (Emerson, Olive hag an div dintin) a zo fentus spontus.
Ar c’houblad harozed a zo un tammig divlasoc’h siwazh… An dra washañ hag a vir da gavout ar rummad dreist a zo an efedoù ispisial vil euzhus. Un aergelc’h faltaziek OK met m’eo vil…
Setu un dipit un tamm, zoken m’eo kentoc’h plijus an abadenn. Ur sapre dizoloadenn a zo e fin ar bloavezh ouzhpenn a ro c’hoant awalc’h da c’houzout penaos e troio an traoù!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: