Lanfeust Quest 1
Alala, kement a verzh a zo gant bed Lanfeust e vez zoken azasaaet e stumm manga evit dedennañ lennerien all.
Treset klasel kenañ eo Lanfeust Quest hag ar stumm a zo klasel kenañ ivez. Ur gwir manga doare Naruto hag all, gant fent hag emgannoù. Seblantet en deus din feal-tre d’al levr bannoù-treset orin hag azasaet en un doare speredek evit klotañ gant ar stumm hag al lennerien.
Un tamm bugeleloc’h e seblant an hollad (dre ret) met alies em eus soñjet en Avatar : the Last Airbdender (un dra vat evidon, peogwir on sod gant ar rummad-se ^^) hag hast ‘m eus dizoloiñ Thanos, ehe!!
(Ya, n’eus ket kalz tra da lârat)
Advertisements
Even 24, 2010 e 12:25 g.m.
Oh, dizoloet ‘m eus Avatar an deiz all, dreist eo xD
Hemañ a seblant dedennus ivez, en em c’houlenn a ran ma vo klasket ober un dresadenn-vev gant unan eus heuliadoù Lanfeust…
Even 24, 2010 e 7:19 g.m.
Yaaaa! Avataaaar! ^^ O c’hortoz emaon un embannadur klok gant an teir bloavezh, plijout a ra din ar mouezhioù e galleg (evit ur wech) neuze ‘vo ret din kaout pasianted!
N’em boa ket soñjet en ur fiñv-tresadenn eus Lanfeust met pa weler labour Ankama gant Wakfu hag all e c’haller soñjal ez eus tud varrek evit en ober ouzhpenn!