The Girlfriend Experience

Kevrinus em boa kavet ar film-se pa oa deuet er sinema warlene, soñj ‘m eus. A-benn ar fin ne oan ket bet o welet, met kemeret em eus an DVD el levraoueg. Div bladenn en embannadur gant unan “Version alternative non-censurée” marplij. Sur e oan koulskoude e oa se un dra un tammig kas-c’hoant hag a-benn ar fin ne vefe mann ebet ouzhpenn er film.
Bon, the Girlfriend Experience a zo neuze ur film diwar-benn paourkaezh tud pinvidik er Stadoù-Unanet just araok dilennadegoù 2008 (Mc Cain/Obama). N’eus kaoz nemet eus arc’hant, penaos plasañ arc’hant, gounit muioc’h a arc’hant. Divinet ho poa, michañs! Eveljust ez eus kaoz eus an harozez hag he micher un tamm ispisial (un escort-girl cheuc’h) met bon, ne seblant diaes nemet pa soñj dezhi bezañ kavout ur paotr plijusoc’h eget he mignon e-touez he c’hlianted.
Ar film a zo savet hanter evel ur pennad-kaoz (ur c’helaouenner a zo o atersiñ anezhi) hanter evel un teulfilm bennak, gant tud o sellet a-dreuz prenestri un oto. Emaon o vont da sellet ar stumm a oa krennet e stumm buan evit gwelet petra voeltr eo an diforc’h… ( -> Graet, aha. Ur vezh. ><)
Evidon me n’eus tamm tra dedennus ebet en istor-mañ, zoken Sasha Grey na deu ket a-benn da vezañ bamus (anzav a ran n’anavezan ket re he labour boaz ^^), ken iskis eo he dremm, pep tra a seblant faos ha n’eo ket souezhus-tre e vefe kavet plijusoc’h un escort-girl all gant kazi tout klianted ar film ken divlaz e seblant Chelsea bezañ. Ma.
Ur gemennadenn bolitikel iskis kenañ a zo er fin, pa c’houlenn ur yuzev da Chelsea votiñ evit Mc Cain peogwir e rank stad Israel chom en e sav. PAD? (Petra An Diaoul :D)
Penaos gwerzhañ ur film sañset atahinus padal n’eo ket tamm ebet. Gourc’hemennoù da skipailh brudañ ar film, d’am meno e vo ur beeeeern tud o kouezhañ en trap.

Advertisements

3 Respont to “The Girlfriend Experience”

  1. PAD = kavet mat! 😀

  2. […] Ma! Sex, Lies and Videotape a zo kentañ film Steven Soderbergh. Haha, brav e oa ar vuhez araok The Girlfriend Experience… Ne oa ket kalz arc’hant evit sevel ar film-se, anat eo, met brav e oa an […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: