Hiver arctique

Ur pennadig zo em boa merzet e oa un tamm dale ganin a-fed enklaskoù Erlendur. Kavet ganin Hiver arctique el levraoueg, n’on ket chomet da dortal re bell.
Gouzout a raen dija e oa un enklask un tammig disheñvel abalamour e vez klasket diskoulmañ muntr ur bugel, ur bugel bet ganet e Island met mab ur plac’h deuet a vro Dailand. Peadra neuze da gomz un tamm diwar-benn envroañ ha gouennelouriezh er gevredigezh islandat.
Dedennus eo, met n’on ket bet ken kendrec’het eget kustum. Marteze peogwir on bet jenet gant bugale Erlendur, deuet da gomz eus marv e vreur hepken? El levrioù all e plije din an tu gloazet gant an afer se hag an darempred gant e vugale, aze n’em eus ket kavet dedennus. Bon, kalz traoù all a zo el levr hañ! Mont a ra an enklask un tammig a bep tu er penn-kentañ : ur muntr gouennelouriezh? Pe torfed ur bugelreviad ? A bep seurt teoriennoù a zo, un enklaskig all a zo war memes tro diwar-benn ur plac’h aet diwar wel. An enklaskoù a zo lusket mat ha dizoloet e vez un tammig muioc’h personelezhioù kenseurted Erlendur. An diskoulm en deus plijet din ouzhpenn, hag a lak war-wel ur gudenn all e-touez yaouankizoù ar bed a-bezh.
Plijus eo al levr neuze, met un toulladig traoù o deus ma direnket hag a vir Hiver arctique da vezañ ma istor karentañ e-touez enklaskoù Erlendur!

Advertisements

Ur respont to “Hiver arctique”

  1. […] ha plijout a rae an dudenn da Arnaldur ? Ankouezet en doa ober an dro gant an dudenn-se e-barzh Hiver arctique? Evidon-me ne zegas ket kalz a dra d’ar romant-mañ. Re a draoù a zo e-barzh La muraille de […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: