Låt den rätte komma in

Pa oa an holl o vont da welet Twilight e oa ur filmig all oc’h ober e zoullig e bed ar festivalioù filmoù faltazi, spont, h.a.
Diazezet diwar ur romant polis/faltazi svedat eo, ha savet eo bet ar senario gant ar skrivagner. Kalz muioc’h a voued a zo er romant (ur pikol levr eo, en soñj on e lenn un deiz bennak, niark niark) met un dibab a seblant logik a zo bet graet evit ar film.
Istor Oskar a vez kontet, paotrig 12 vloaz, gwallgaset gant paotred all e glasad. Kejañ a ra gant e amezegez nevez, Eli, plac’h kenoad gentañ, un tammig iskis… Kalonekaet e vez ar paotrig a zo laouen o vezañ kavet ur vignonez. Eli eus he zu a vev traoù un tamm ispisial abalamour eo ur sunerez-gwad…
Dedennus eo an doare m’eo kinniget ar suner-gwad en istor. Klasel eo, met merzet e vez gant ar c’hizier (ha taget zoken) pe c’hoazh ma na lazh ket ar suner-gwad an hini a vez o tebriñ e teuio eñ/hi ivez da vezañ suner-gwad (simploc’h ha kalz dañjerusoc’h!), traoù a seurt-se.
Skeudennoù brav eston a zo er film, tammoù en erc’h, diouzh noz, en diskar-amzer…
An dud vras a zo displijus awalc’h, zoken tad Oskar hag a seblant plijus n’eo ket ken sklaer se pa tegemer ur mignon iskis er gêr. Ur bed bugale na vezont ket komprenet gant ar reoù all, ur bed leun a gasoni hep doare ebet d’e esteurel, ur bed leun a varzhoniezh ha teneridigezh n’eo ket posupl eskemm gant tud all…
Un darempred kreñv ha fromus a zo etre an daou vugel. Ur film feuls eo ha kizidig kenañ war memes tro. Brav-tre.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: