NANA

Un deiz bennak e teuas din ur mennozh (geo, posupl eo!) : Hey! emezon, sod on gant ar manga Nana ha dre m’eo klañv ar vangakaez ne ya ket war-raok ken. Ha ma prenfen ar rummad bevaat bet savet diwarnañ?!
Klotañ rae brav ouzhpenn, peogwir e oa dres da vare un embannadur nevez kalz marc’hadmatoc’h. Savetaet.
Bon, neuze, setu 47 lodenn a glot gant 12 levrenn gentañ ar manga. (Ne ouien ket se, setu e oan o soñjal “met penaos e c’hallfont diverrañ pep tra?!” betek al lodenn ziwezhañ…)
Feal spontus int d’al levrioù bannoù-treset. Traoù zo a zo fentus war baper na glotont ket gant ar stumm bevaat avat (Hello! Ul lodenn diverrañ bep 5 hini?) met bon.
An advouezhiañ (japaneg) a zo plijus, klotañ ‘ra mat gant an tudennoù. Sonerezh ar strolladoù a zo heñvel awalc’h eus pezh a ijiner ivez. Hag an tonioù a chom peg ennoc’h da c’houde! N’em eus ket kalz rebechoù d’ober, estreget marteze ar santad melkonius a zo e fin pep lodenn pe dost, met se ‘zo ivez er manga, ha se a grou ivez dibardet Nana.

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: