Before Sunrise

Julie Delpy hag Ethan Hawke, touristed yaouank o kejañ hag o vevañ un nozvezh asambles e kêr Vienna.
Hey, perak ket, emit-hu? (ha me)
Bon, setu ur film iskis. Diazezet war ur c’houblad hepken (re wir eo, n’eus tudenn pouezus all ebet, an dud a vo war o hent e kerzh an nozvezh a vo gwelet, mmmh, 2 vunutenn d’ar muiañ) ha war kaozeadennoù.
A-wechoù e vez komzet eus filmoù flaperezh, setu aze ur skouer dispar. Yadiyadiyada, blah blah blah, giz ‘ma fell deoc’h.
N’eo ket goulo ar c’haozeadennoù avat! Boued spered a zo, peadra da brederiañ un tamm war ar vuhez, an darempredoù.
Dizoloet e vez Vienna ouzhpenn, efedusoc’h eget ur gartenn post eo sur. Planioù (piv ‘n eus kuzhet ma skouerenn eus geriadur ar c’hleweled??!) ‘zo a zo hir… Ordin e vezan direnket ha bamet rak seurt traoù, me gav direizh e vefe ul lodenn eus ma spered (ha ma daoulagad moarvat) o verzout “bon, mat eo aze, diskouezit traoù all” ha war memes tro e soñjan eo kalonek ha kreñv (Dudi VS arz, ready FIGHT!)
Bon, mod all an tudennoù a zo hegasus da vareoù zo, fentus da vareoù all. Lodennoù zo eus Cécile a gavfet ennoc’h ha reoù all eus Jesse, d’am soñj int skrivet mat evit se. N’eus hini ebet a vefe dreist hag egile/eben dic’houzañvus.
Ur film “studier” eo memestra, tro spered an tudennoù a glot memestra mat-tre gant ho oad (23).
Fentus em eus soñjal e kerzh ar film “hirie an deiz e vefe dibosupl! Dre ret e vefe bet unan o resev ur bellgomzadenn gant ar pellgomzer hezoug hag e vefe echu an hunvre pell eus pep tra”…
Setu setu, ur filmig dedennus gant techoù un tamm ispisial, koshaet fall marteze?
Klask a rin sellet Before Sunset, memes tudennoù a kejañ en-dro 9 vloaz warlerc’h ^^

Advertisements

Ur respont to “Before Sunrise”

  1. […] ur mare avat e vezont heuliet o kerzhout asambles hag o komz asambles hepken, evel er filmoù all (Before Sunrise ha Before Sunset). Un tamm hegasus int bepred, komz komz komz. N’ouzon ket ma oan erruet […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: