Dielloù evit Even, 2010

The chameleon

Posted in Filmoù on Even 30, 2010 by geekezig

Ordin on bet un tamm souezhet gant an dud gouest da dremen evit tud all pe da vevañ buhez tud all. Frédéric Fortin a zo bet evelse pa oa yaouank, ouzhpenn 150 identelezh disheñvel en deus kemeret. Alies e ijine tud ne oa ket outo met c’hoarvezet eo bet dezhañ kemer plas unan all. Graet en deus se e Stadoù-Unanet Amerika. The Chameleon a gont istor ar prantad resis-se.
E Louisiana e veve ar familh hag an holl o deus graet van pe kredet (piv oar) e oa ezel o familh deuet en-dro goude 4 bloaz. Dizoloiñ a raio Frédéric n’eo ket gwall sklaer petra ‘zo c’hoarvezet gant ar paotrig, lazhet e vefe bet gant e vreur? Un enklask a zo gant an FBI ouzhpenn…
Un aergelc’h plijus a zo gant ar film, nec’hus evel ma c’hall bezañ ar bayou, spontus evel ma c’hall bezañ taolennadur ar baourentezh, an alkolegezh hag an dramm e Stadoù-Unanet Amerika.
N’on ket bet gwall gendrec’het gant ar prantadoù en “dazont”, flashoù-forward eus 2006 e lec’h ma kendalc’h enklaskerez an FBI da glask korf ar bugel. A-benn ar fin ne tegas ket kalz a dra, estreget un darempred un tammig ispisial etre Frederic ha hi.
Efedus eo ar film, plijus abalamour ‘vez klevet amerikaneg ha galleg, kendrec’hus kenañ eo aktourien perzhioù ar vamm hag ar breur. Dipitet on bet un tamm gant Emily de Ravin, met bon!
N’eo ket ur benoberenn, met perak ket evit gouel ar sinema ! ^^

Advertisements

Si loin et si proche…

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 30, 2010 by geekezig

Ur manhua (sinaat neuze) eo Si loin et si proche…, manhua “hir” kentañ ar vanhuagaez (?) Xiao Bei.
Un istor iskis a vez kontet amañ. Ur studierez yaouank e Beijin a gej gant ur paotr yaouank a lâr bezañ he mab.  Kalz arc’hant ‘zo gantañ neuze e profit ar plac’h yaouank evit prenañ ur bern traoù. He darempredoù gant he mignon hag he mignonezed a vez cheñchet abalamour d’ar paotr aloubus mañ. Tamm-ha-tamm e kompreno pegen emgerr eo ha pegen start eo evit he mab, bet test eus he marv pa oa 8 vloaz ha chomet sac’het d’an oad-se.
Un istor faltaziek neuze, leun a varzhoniezh. Brav-tre eo an tresadennoù, al lec’hioù a zo labouret a-drugarez da skeudennoù, gant an urzhiataer.
Kavet ‘m eus dedennus ouzhpenn gwelet tro spered yaouankizoù Beijin. Ul lusk buhez amerikan kenañ e seblantont kaout hag huñvreoù un tamm giz-kozh : ober studioù evit kaout ul labour mat ha neuze dimeziñ gant un den pinvidik. Bezañ evurus a zo gallout prenañ boued ha dilhad. Ma…
Ur one-shot plijus-tre, heuliañ a rin labour an arzourez mañ d’am soñj.

Dog Pound

Posted in Filmoù on Even 28, 2010 by geekezig

Ur sorc’henn ouzhpenn a vefe ganin, an toulloù-bac’h??
Echuiñ gant bloavezh kentañ Oz ha sellet ouzh Dog Pound warlerc’h, mmmh…
N’eo ket dres memestra, met santet e vez levezon ar rummad skinwel war ar film, ket dre ret en un doare splann met dreist-holl en doare un tamm rust da ziskouez an traoù.
Dog Pound a gont buhez pemdez krennarded en toull ouzhpenn. Ma n’eo ket ken splann an aozañ eget en Oz, ez eus traoù all a zeu war wel (ha traoù a zo boutin : gouennelouriezh da skouer). Prantadoù eskemm ha mignoniezh a-stroll a zo a-wechoù, evel krennarded voutin o c’hoari sport pe o vevañ asambles. Da vareoù all avat ez eus reolennoù “sokial” strizh-tre ha kalz kalz kalz feulster.
Mat-tre eo ar film Dog Pound, tudenn Butch dreist-holl a zo bamus, e sell trelatet hag ar prantadoù e-lec’h ma tro sod, gouest da lazhañ, abalamour d’ar gasoni a zo ennañ…
Ma n’oc’h ket re wann evit gouzañv e kuzulfen deoc’h gwelet ar film, dedennus ha savet mat eo.

Oz (bloavezh 1)

Posted in Stiradoù, webstiradoù ha skinwel with tags , on Even 28, 2010 by geekezig

Marplij, na soñjit ket eo roll-digeriñ Oz heverk eus ar rummad. Ur spont eo, a lakfe an holl sellerien da soñjal “aaargh, pegen vil e oa an traoù er bloavezhioù 90”.
Bon, traoù un tamm koshaet a na vefe ket savet tamm ebet evelse hirie an deiz a zo memestra, met n’int ket ken spontus.
Oz a zo ur rummad skinwel savet gant ar chadenn HBO. Arabat krediñ eo Prison Break-heñvel, just peogwir e tremen en un toullbac’h.
E gwirionez e vez heuliet ur rannig eus an toullbac’h hepken : Emerald City, un taol-arnod evit gwelet ma c’hallfe an toulloù-bac’h mont en-dro en un doare all. Eveljust ne dremen ket mat an traoù tamm ebet. War 8 rann, d’am soñj ez eus un den o vervel e barzh pep hini anezho.
A bep seurt tud a zo e Emerald City ha pep tra a zo renet gant klanoù : latinos, islamiz, tud du, aryaned, italianed hag iwerzhoniz. Kasoni a zo etrezo met gouest da n’em glevout pa fell dezho ivez…
Implijidi an toullbac’h n’int ket tud plijus dre ret ha prederiet int gant o labour.
Heuliet e vez un tammig an holl (un dudenn a-bouez a zo e pep “strollad” memestra) hag ivez unan pe zaou ha n’int ket en ur strollad resis. Un daneveller a zo zoken : ur paotr du namet. Terriñ a ra un tamm al lusk met evelse e tegas ivez ur preder hollek war mab-den, ar vuhez (en toullbac’h pe get) hag all.
Ur rummad speredek-tre ha da vezañ gwelet.

C’était nous (levrenn 1)

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 28, 2010 by geekezig

Diwallit : shojo klasel. Ma n’hallit ket gouzañv daoulagad divent ha paotred gant blev hyper cheuc’h, na lennit ket c’était nous.
Nana a soñj dezhi n’eo ket evel ar reoù all peogwir n’eo ket sot gant ar paotr a blij d’an holl verc’hed er c’hlas. Setu perak e kar anezhañ adalek an eil chabistr, hañ?
Goude-se e tizoloer eo marvet mignonez ar paotr ur bloaz zo. Aha, dont a ra da vezañ dedennus!
Ouzhpennomp un tammig kudennoù evit kaout disoc’hoù mat hag aozañ ar vuhez er c’hlas el lise, ha setu. Ne vank netra.
Estreget marteze komzoù komprenus : start kenañ eo kompren piv a gomz da bevare hag alies on chomet sabatuet dirak ur bajenn o soñjal “hañ?!” peogwir na gomprenen ket piv a oa o komz.
Iskis…
N’ouzon ket hag eñ eo ur gudenn troidigezh pe maketenniñ met n’eo ket sklaer tamm ebet.
Bon, beñ, setu, ma fell deoc’h gouzout hiroc’h, perak ket, met ‘m eus aon ne vo netra dreistordinal da c’houde.

L’illusionniste

Posted in Filmoù on Even 24, 2010 by geekezig

N’anavezan ket mat filmoù Jacques Tati ha n’em eus ket gwelet Les Triplettes de Belleville. Dedennet-tre on bet memestra gant L’illusionniste.
Ur film bevaat klasel, pe giz-kozh? eo. Ur film melkonius ha trist. Istor un den a ginnig arvestoù troioù-hud hag a vez un tammig dibaseet gant ar bed o cheñch, an traoù o cheñch, o vont war-raok…
Kejañ a raio gant ur plac’h yaouank e Bro Skos, un doare emglev a vo etrezo betek ma ‘vo tizhet gante ar vevenn evito da gompren egile hag eben.
Nebeut-tre a gaoz a zo er film ha pa vez, n’eo ket ordin komprenus. (Evit pouezañ war ar fed o deus poan da gomz hag ivez evit ma vefe aesoc’h gwerzhañ ar film en un doare etrevroadel ‘m eus aon) Iskis-tre eo, met heverk ivez eus ar bed e lec’h ma vevont, unan sioul, didrouz, un tamm kamm, pell eus an trouz, an tizh, ar c’hiz… (betek ur poent, peogwir e fell d’ar plac’h kaout ur bern dilhad cheuc’h ha tout!)
An tresadennoù a zo brav-eston (estreget ar prantad e 3D evit diskouez kêr Dinedin a-bezh, ec’h!!), al livioù…
Reiñ a ra c’hoant mont da Vro Skos!
Setu, ur film speredek (zoken ma n’on ket a-du ordin gant ar c’hemenn), evit ar re vras.

Heroes (levrenn gentañ)

Posted in Levrioù bannoù-treset on Even 24, 2010 by geekezig

Evel un toullad tud em eus bet sellet deus Heroes er skinwel. Ar bloavezh kentañ ‘oa mat-tre hag an eil dister. Ma.
Ne ouien ket e oa bet ul lec’hienn er Stadoù-Unanet a embanne bannoù-treset berr-tre (5 pajenn) bep sizhun evit kontañ istorioù disheñvel deus reoù ar skinwel.
Tudennoù all pe memes re o vevañ traoù n’on eus ket gwelet, a bep seurt a zo. Treset gant a bep seurt tud.
Plijet spontus on bet gant ar stumm, dres evel un dastumad danevelloù, lennet buan, traoù nerzhus, ur sell berr-berr war un darvoud pe un dudenn. Sikour a ra da gompren an tudennoù pa da ijinañ petra c’hoarvez ganto pa n’int ket “a-bouez” en ul lodenn er skinwel.
Tu ‘zo da chom hep lenn evit plijout ar rummad skinwel, startoc’h vefe kavout plijus al levr bannoù-treset hep bezañ gwelet anezhañ avat.
N’hallan ket lârat dres peseurt istor ‘m eus kavet gwanoc’h pe gwelloc’h. Plijet on bet kalz gant hini Hana “Wifi” Gitelman  a zo gouest da “lenn” ar skinoù ha da gas reoù. (Meur a lodenn pemp pajenn a zo ganti, aesoc’h eo kaout soñj).
Ur mennozh mat-tre eo neuze an dastumad-se hag emaon o vont da lenn an eil dizale!

%d bloggers like this: