Man on Fire

Abaoe ur pennad em boa c’hoant da welet Man on Fire. Graet eo.
Ur film gant Tony Scott eo ha merzet e vez. Arabat ijinañ fiñvoù soutil gant ar c’hamera, ur frammañ us-nerzhus na lavaran ket. Un tammig torr-penn eo a-wechoù, dreist-holl em eus kavet e veze implijet ingal evit lakaat da dremen santadoù sañset trist pe melkonius.
N’eo ket fall ar film hañ, met bon, ur wech gwelet filmoù Park Chan-Wook war ar sujed pe c’hoazh Kill Bill, e seblant alies (din) un tamm dister ar filmoù diwar-benn an dial.
Anzav a ran on manet kousket zoken pa tiviz an haroz en em veñjiñ. Ayou (Dibenn-sizhun Gouel Broadel ar Brezhoneg + an tommder spontus a zo kaoz ivez d’am soñj) !
Ar pezh em eus kavet dedennus-kenañ a oa gwelout an tammoù bet troc’het, un diviz mat eo bet dre vras. Un istor karantez etre an haroz ha mamm ar plac’hig en defe hegaset ac’hanon da skouer. Ar fin all ha n’eo ket bet miret, mhhh, marteze en defe plijet din muioc’h peogwir e ya muioc’h betek penn ar mennozh. Enfin.
Setu, ur film evit kouskat start e dem met a dremen mat, efedus, gant stil heverk ar sevener.
Dakota Fanning a zo moutig tout ouzhpenn! Prantadoù plijus a zo etre tudenn Lupita hag an haroz el lodenn gentañ.

Advertisements

2 Respont to “Man on Fire”

  1. Hegaset-tre oan bet me gant un daore frammañ (ar “flashoù” gant trouzioù droch livioù a bep seurt, cheñch tizh an traoù hag all… war bouez marteze ur prantad lec’h m’emañ an haroz o koll e anaoudegezh en un oto -m a ne fazian ket – hag a ro mat a-walc’h e stad fall). hag ar sonerezh oa gwelloc’h er film orin (graet e 1987), hehe!

  2. Yep. Soutil ordin an traoù gant ar paotr Tony.
    Hey, ret ‘vo din klask gwelet film 1987!

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: