Echo 1 – Incident

N’ouzon ket dres ar pezh en deus dedennet ac’hanon gant ar c’homic book mañ. Moarvat ar plac’h dindan ar glav war ar golo…
Un istor skiant-faltazi eo Echo. D’ur mare bennak emañ ur gevredigezh (a-gevret gant an arme amerikan) o aesa ur benveg nukleek nevez, gwiskamant gwarez hag arm war memes tro. Ur gwallzarvoud a c’hoarvez ha daou den a oa o pourmen dre aze a zo tizhet gant ar dilec’hiajoù. Julie a zo unan anezho, ur plac’h kollet un tamm, n’hall ket laoskel he gwaz da vont ha tizhet gant ur gwallzarvoud en deus lazhet he familh a-bezh, estreget he c’hoar troet sod. Farsus ar vuhez, neketa! Nec’het gant an tamm houarn a beg war he bruched e klask sikour, met ne gavo ket diouzhtu…
Un toullad tudennoù dedennus a zo en istor, hag ar goulennoù savet diwar-benn ar benveg nukleel a zo kevrinus.
Siwazh ez eo un tammig tristig an tresañ. N’eo ket fall, met alies e vez un tamm noazh ar c’hazennoù ha dre m’eo moullet e gwenn-ha-du eo start sachañ an evezh a-wechoù.

Advertisements

3 Respont to “Echo 1 – Incident”

  1. Ur plac’h >gant un top gwenn< dindan ar glav, dreist-holl :p
    Hag un tamm 'noazh' ar c'hazennoù ? Petra zo war da spered ? 😀

  2. Nolwenn Korbell eveljust! (Glav + Noazh)
    Goulo a vefe gwelloc’h marteze. Met noazh a glot gwelloc’h gant ar santad a vez en ur lenn ^^

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: