Grace Kelly : un hommage photographique

Ul levr brav-tre a zo bet embannet nevez zo gant an ti embann “Hors Collection” (a zo techet da embann traoù brav) diwar-benn Grace Kelly. Ur stumm simpl : ur skeudenn un destennig, ur frazenn pe div e-tal. Frazennoù lâret ganti, lâret gant kenlabourerien sinema, he familh, pe fedoù a bep seurt. Ul levr a vez sellet kentoc’h eget lennet, a dammouigoù, un toulladig skeudennoù bep noz, evel un dastumad danevelloù kazi! N’eus ket kalz skeudennoù filmoù a-benn ar fin (estreget Le train sifflera trois fois) met kalzig a zo eus hanter he buhez e Monako evel just. Ne vez ket desket kalz a dra, n’on ket dedennet spontus gant lodenn he buhez ur wech dimezet met fentus ‘m eus kavet merzout e kaven anezhi bravoc’h ha kevrinusoc’h e gwenn ha du eget e liv. Aha, nerzh ar skeudenn!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: