Les Gouttes de Dieu (levrenn 1)

Anavezout a rit ar “mangavino” ? Na rit ket? Me kennebeut, araok lenn Les Gouttes de Dieu
Simpl awalc’h eo : ur manga o komz diwar-benn gwin. Perak ket?
Estreget tresadennoù efedus-tre ha kentelioù diwar-benn ar gwin a zo er manga-mañ.
Istor ur paotr yaouank o tizoloiñ hêrezh e dad, hag ur sapre emgann tañva gwin ^^ Kazi a live emgann L a-enep da Gira e bed ar gwin!!
Fent a zo, santet e vez karantez ar gwin e-touez ar skipailh. Na pinvidik, luziet ha dedennus eo! Ha c’hoazh, n’eus kaoz nemet eus gwin ruz el levrenn gentañ hag hini gall dreist-holl! Meneget e vez reoù eus Italia ha Kalifornia, buan-ha-buan.
Pa vez klevet frond ar gwin pe tañvaet gant an tudennoù e vez tresadennoù brav-tre, evel ma vefe gant ar c’hreion koad hepken, evel taolennoù…
Start awalc’h eo da lenn (ranket ‘m eus lenn e div wech) peogwir e vezer badaouet un tamm gant an holl ditouroù diwar-benn ar gwin. (Marteze eo aesoc’h evit tud a anavez mat dija, met enoeüs e rank bezañ un tamm ivez)
Enfin, anzav a ran e klaskin lenn ar peurest peogwir on dedennet mat gant an tudennoù a vez dizoloet er chabistr diwezhañ ha gant ar pezh a c’hoarvezo etre an haroz hag e “enebour”!

Advertisements

Ur respont to “Les Gouttes de Dieu (levrenn 1)”

  1. […] ‘zo ‘moa lennet levrenn gentañ Les Gouttes de Dieu bremañ! A greiz-holl eo deuet ar c’hoant din kenderc’hel gant ar […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: