Jane Austen’s Pride & Prejudice

Meur a wech em boa klevet komz eus ar rummadig a oa bet savet gant ar BBC diwar oberenn Jane Austen. Gwelet eo evel azasadenn wellañ Pride & Prejudice gant kalz a dud zoken.
Anzav a ran e oan dedennet ivez abalamour d’ar prantad droch a zo e eil levr Bridget Jones e lec’h ma vez an harozez o c’houlennata Colin Firth. Evel just n’emañ ket se er film, dre ma c’hoari Colin Firth perzh Mr. Darcy… Ur wech ouzhpenn.
Ma. Gwelet em boa ar film Pride & Prejudice gant Keira Knightley a oa deuet ‘maez un toullad bloavezhioù hag em boa kavet plijus. N’em boa ket gwall soñj deus an istor avat. Kroget e oan da lenn al levr un hañvez bennak ha ne oan ket aet gwall bell ma ‘m eus soñj mat…
Setu neuze, stumm ar BBC a zo un heuliad 6 lodenn 50 munutenn.
An div gentañ n’int ket dispar dispar, n’eus kaoz nemet eus balioù evit ma c’hallfe ar merc’hed Bennet kavout priedoù. Ar c’hoari a zo un tamm doare c’hoariva ouzhpenn setu eo un tammig pounner an afer. Adalek an trede lodenn avat e seblant un tammig soutiloc’h, kalz mareoù war maezioù kaer bro Saoz a zo ouzhpenn… Ha tamm-ha-tamm e komprener istor Mr. Darcy, ar perak, hag all. Plijus awalc’h e teu da vezañ neuze.
Ar saozneg a zo saorus da glevout, ar sonerezh ivez.  Daoust din chom hep kavout ken brav ar skeudennoù hag ar film nevez, anzav a ran e gred din awalc’h ez eo tostoc’h eus al levr. Ur sell all, n’eo ket dres ar memes hini. Un istor klasel, istorioù a seblant gwall skañv bremañ met herverk eus ur mare bennak.
Na fentus merzout pegen awenet eo bet skrivagnerez Bridget Jones gant istor Elizabeth Bennet ha Mr. Darcy memestra!!

Advertisements

Ur respont to “Jane Austen’s Pride & Prejudice”

  1. […] Jane Austen. Setu neuze sellet ganin Mansfield Park, azasadenn ar romant evit ar skinwel saoz (evel Pride & Prejudice). Ur film hepken eo ar wech-mañ avat. Kontañ a ra Mansfield Park istor Fanny, a vez desavet gant […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: