Dielloù evit Mae, 2010

Hent Arkadius

Posted in Levrioù with tags on Mae 31, 2010 by geekezig

Gant pennad A! Lenn… e oan bet dedennet gant al levr-mañ. Dave da Vret Easton Ellis, ma digarezit, met n’eus ket ezhomm kalz muioc’h evit desachañ ac’hanon.
Ma. Estreget an danevell “Rod” n’eus netra a lakfe ac’hanon da soñjal e skridoù Bret Easton Ellis. Da c’houde, on a-du krenn gant ar fed e vefe start danevelloù zo da lenn, abalamour da cheñchamantoù daneveller dic’hortoz. Met me ‘zo n’em c’houlennet diouzhtu ma ne oa ket ur fazi a-berzh an embanner muioc’h eget c’hoant ar skrivagner… Marteze on teod fall.
(Keit a kenderc’hel gant ar rebechoù : ar golo ‘zo spontuuuuus!)
Mod all, em eus kavet e oa kalz temoù heñvel, feulster ha metouioù paotred dreist-holl. N’on ket sur e vefe un dudenn plac’h plijus el levr. (Enfin, n’eus tudenn paotr plijus ebet kennebeut en ur stumm)
An danevell en deus plijet ar muiañ din a zo “Skarzhet!”. Met anzav a ran n’em eus ket dalc’het soñj eus kalz istorioù. “Na pezh ur revadur!” em boa kavet fentus ivez. “Heug an heuzh” a zo chomet sklaer em spered, marteze eo an danevell en deus merket ac’hanon ar muiañ.
Dedennus eo hañ, met anzav a ran on bet dipitet awalc’h.

Artemis Fowl

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , , , on Mae 29, 2010 by geekezig

Ne ouien ket e oa bet azasaet troioù-kaer Artemis Fowl e bannoù-treset. Ul levrenn a zo hepken.
Ul levr bannoù-treset plijus eo, doare comics e keñver tresañ. Pep chabistr a zo kinniget gant ur baperenn eus teuliad Artemis Fowl, gant ditouroù kuzh ha tout, se ‘zo plijus-tre.
Efedus an dezrevelliñ, diverraet mat an istor (ma ‘m eus soñj mat, pell ‘zo em eus lennet ar romant). Marteze e lârfen on bet dipitet gant tudenn Artemis Fowl, re diwar c’horre un tamm. Met na vir ket da gaout kalz plijadur o lenn, neuze n’hallan ket klemm!

The Visitor

Posted in Filmoù on Mae 29, 2010 by geekezig

Ur santad plijus kenañ em eus bet o sellet ouzh The Visitor. Hini ar sonerezh da gentañ, par d’ar blijadur em boa bet gant ar film iwerzhonad Once, hag hini ur istor vrav da c’houde. Istor un den o koshaat, o heulh red e vuhez hep plijadur abaoe marv e wreg. Kejañ a raio gant ur sirian yaouank, e vignonez hag e vamm. Torret lusk boutin e vuhez e tizoloo en-dro ur youl, ur spi.
N’eus netra ispisial, e-keñver kontañ pe filmañ, met efedus eo. Speredek ha tener eo. Start ha yaus war memes tro.

Un Secret

Posted in Filmoù on Mae 29, 2010 by geekezig

Ur film iskis eo hemañ. Da gentañ ez eus da heulh ur bern mareoù disheñvel. N’eo ket start da gompren, met dre m’eo berr ar film e seblant a-wechoù un tamm drol dibab tremen div vunutenn war traoù a seblant un tamm didalvoud, hag a c’hallfe bezañ kontet gant ar vouezh off (na vez ket dreistimplijet, met a zo aze memestra, pounner a-wechoù)…
Kavet em boa dedennus kenañ al lodenn gentañ, gant kounar digomprenus an tad, pe c’hoazh doare Louise da sellet ouzh korfoù an dud all… Ur bern traoù kevrinus a ijiner tort gant titl ar film.
A-benn ar fin, n’eo ket ken tort se hag anat un tamm zoken.
N’on ket bet kendrec’het gant Ludivine Sagnier tamm ebet. Padal e oa kentoc’h mat an dud all, Julie Depardieu dreist-holl (Zoken Cécile de France padal ‘m eus kalz poan ganti!). Ret eo lârat e seblant ken digredus dibab Hannah ivez…
Ne lârfen ket eo ur film fall, met anzav a ran on bet dipitet bras gant eil lodenn ar film peogwir e oan bet oc’h ijinañ traoù all.
Ma.

Man on Fire

Posted in Filmoù on Mae 25, 2010 by geekezig

Abaoe ur pennad em boa c’hoant da welet Man on Fire. Graet eo.
Ur film gant Tony Scott eo ha merzet e vez. Arabat ijinañ fiñvoù soutil gant ar c’hamera, ur frammañ us-nerzhus na lavaran ket. Un tammig torr-penn eo a-wechoù, dreist-holl em eus kavet e veze implijet ingal evit lakaat da dremen santadoù sañset trist pe melkonius.
N’eo ket fall ar film hañ, met bon, ur wech gwelet filmoù Park Chan-Wook war ar sujed pe c’hoazh Kill Bill, e seblant alies (din) un tamm dister ar filmoù diwar-benn an dial.
Anzav a ran on manet kousket zoken pa tiviz an haroz en em veñjiñ. Ayou (Dibenn-sizhun Gouel Broadel ar Brezhoneg + an tommder spontus a zo kaoz ivez d’am soñj) !
Ar pezh em eus kavet dedennus-kenañ a oa gwelout an tammoù bet troc’het, un diviz mat eo bet dre vras. Un istor karantez etre an haroz ha mamm ar plac’hig en defe hegaset ac’hanon da skouer. Ar fin all ha n’eo ket bet miret, mhhh, marteze en defe plijet din muioc’h peogwir e ya muioc’h betek penn ar mennozh. Enfin.
Setu, ur film evit kouskat start e dem met a dremen mat, efedus, gant stil heverk ar sevener.
Dakota Fanning a zo moutig tout ouzhpenn! Prantadoù plijus a zo etre tudenn Lupita hag an haroz el lodenn gentañ.

Echo 1 – Incident

Posted in Levrioù bannoù-treset with tags , on Mae 24, 2010 by geekezig

N’ouzon ket dres ar pezh en deus dedennet ac’hanon gant ar c’homic book mañ. Moarvat ar plac’h dindan ar glav war ar golo…
Un istor skiant-faltazi eo Echo. D’ur mare bennak emañ ur gevredigezh (a-gevret gant an arme amerikan) o aesa ur benveg nukleek nevez, gwiskamant gwarez hag arm war memes tro. Ur gwallzarvoud a c’hoarvez ha daou den a oa o pourmen dre aze a zo tizhet gant ar dilec’hiajoù. Julie a zo unan anezho, ur plac’h kollet un tamm, n’hall ket laoskel he gwaz da vont ha tizhet gant ur gwallzarvoud en deus lazhet he familh a-bezh, estreget he c’hoar troet sod. Farsus ar vuhez, neketa! Nec’het gant an tamm houarn a beg war he bruched e klask sikour, met ne gavo ket diouzhtu…
Un toullad tudennoù dedennus a zo en istor, hag ar goulennoù savet diwar-benn ar benveg nukleel a zo kevrinus.
Siwazh ez eo un tammig tristig an tresañ. N’eo ket fall, met alies e vez un tamm noazh ar c’hazennoù ha dre m’eo moullet e gwenn-ha-du eo start sachañ an evezh a-wechoù.

Death of a Red Heroine

Posted in Levrioù with tags , , , on Mae 23, 2010 by geekezig

Setu, bremañ e c’hallan lârat em eus bet lennet ur romant polis sinaat. Ehe.
Poan ‘m eus bet un tamm er chabistroù kentañ o kompren mat piv a oa piv hag all. Ur wech tremenet ar skoilhoù se, eo plijus-tre al levr.
Iskis kenañ eo tudenn an inspektour Chen, met taolennadur ar gevredigezh sinaat e deroù ar bloavezhioù 90 a zo bamus ha kendrec’hus awalc’h. Pouez ar politikerezh, emdroadur ar gevredigezh o vont dousig davet un ekonomiezh kapitalour, met ivez barzhoniezh, mojennoù Sina, boued, frondoù…
Kalz deskrivadennoù a zo, a lak da soñjal e vezer gwasket er bus gant Chen hag ur morad tud all da skouer. Plijus-kenañ eo evit krouiñ un aergelc’h.
A-fed enklask, evel just eo politikel…Lusket eo mat avat, da zigentañ ne ouier mann ebet diwar-benn ar plac’h muntrer kazi, tamm-ha-tamm e sklaera pep tra. Ar pezh ‘m eus kavet dedennus a oa merzout pegen buan e vez kavet an den kablus (d’am soñj eo e kreiz al levr) met n’haller ket divinout araok ar pajennoù diwezhañ penaos e troio an traoù. Laouen bras on bet gant an “diskoulm”, fin kenañ.
Trist eo ha nec’hus gwelet seurt kevredigezh met war memes tro hon eus c’hoant da c’houzout ma teuio a-benn Chen da labourat dreist da bep tra…
Hag un toullad enklaskoù all a zo bet embannet, neuze ur respont bennak dre ret!

%d bloggers like this: