Mammuth

Nag iskis eo ijinañ Gérard Depardieu e micherour nevez war e leve.
Posupl eo avat, e bed Benoît Delépine ha Gustave Kervern. Plijet e oan bet gant Louise-Michel. Mammuth a zo disheñvel un tamm. N’eo ket ken start, n’eo ket ken fentus marteze, n’eo ket ken du kennebeut. Traoù start a zo memestra, sokial eveljust. Kalz barzoniezh a zo ivez, ha tudennoù un tamm drol, droch, drouk ha truezus.
Gorrek eo lusk ar film, evel m’eo deuet an devezhioù da vezañ evit Serge abaoe m’emañ war e leve.
Bravig eo an ton sonerezh ivez, ordin memes hini, a lusk ar beajoù, ar c’hejadennoù.

Tudenn Serge am eus kavet heñvel-tre eus hini Mickey Rourke e-barzh The Wrestler tammoù ‘zo a seblant levezonet penn-da-benn gant ar film-se zoken.
Greun ar skeudenn a zo tev awalc’h ha tre da vareoù zo, evel ur film vakañsoù c’hwitet, eñvorennoù o vont kuit tamm-ha-tamm. Souezhus ha nec’hus eo ar mareoù gant Isabelle Adjani, he fenn hag he sell difiñv, marv. He mouezh avat a zo karantezus kenañ…
Ur film plijus eo neuze, melkonius awalc’h en ur stumm, dedennus.

Advertisements

Ur respont to “Mammuth”

  1. […] gwelet e oa daou film gant Gérard Depardieu tamm-pe-damm da vemes mare war ar skrammoù warlene. Mammuth ha La tête en friche. An eil a seblante din skañvoc’h ha klaseloc’h setu ‘m eus […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: