The Mentalist (kentañ bloavezh)

Troet on awalc’h da sellet eus stiradoù er skinwel, met ket kement-se reoù polis pe enklask. Dedennet on bet avat gant The Mentalist peogwir e oa ur sell un tamm ispisial da ziskoulmañ an enklaskoù. The Mentalist a dremen e California peogwir e vez heuliet ur strolladig a labour evit ar CBI (Californian Bureau of Investigation), en o zouez ez eus un  den un tamm iskis, n’eo ket poliser evel ar reoù all : Patrick Jane, bet medium brudet er skinwel.
N’eo ket ur medium avat, un den a sell pizh ouzh pep elfennig, a oar levezoniñ an dud da lârat ar wirionez dre bezañ aketus eo kentoc’h.
E pep istor e vez un enklask war ur muntr bet c’hoarvezet e stad California. Distag awalc’h eo pep istor.

Ul liesvuntrer a vez kavet ingal koulskoude, abalamour en deus muntret familh an haroz. Red John (John le Rouge) e lesanv… A dammigoù e vez dizoloet traoù diwar e benn ha diwar-benn e darempred gant Patrick Jane. Kevrinus kenañ eo…

Savet eo pep istor en un doare klasel, an dra fentus a zo merzout an dalenn a ziskoulm an enklask. A-wechoù ez eus pechoù hag e vez techet ar seller da grediñ en deus kavet an den kablus padal ne oa ket se tamm ebet… Hervez an istorioù eo.
Tuoù mat-tre The Mentalist a zo tudenn Patrick Jane a zo plijus-tre, fentus, hegasus met en un doare soutil. Ur bersonelezh ispisial a zo gantañ abalamour d’ar pezh en deus bevet, klask a ra kuzhat e dristidigezh gant fent du. Souezhus e vez ordin avat. Tro-dro dezhañ, tud all strollad ar CBI a zo ken plijus all. Ur gwir blijadur eo gwelet anezho o labourat holl asambles.

Dipitet on bet un tamm gant fin ar bloavezh kentañ abalamour n’eus cliffhanger ebet, ha n’eo ket aet kalz war-raok an enklask diwar-benn Red John… Anzav a ran avat e sellin ouzh an eil bloavezh gant plijadur!

Advertisements

Ur respont to “The Mentalist (kentañ bloavezh)”

  1. […] a zo mat. Un tammig dipitus eo e vefe ken heñvel an dudenn c’hoariet gant Simon Baker eus Patrick Jane, met bon. Lodennoù zo a zo hirig ivez ha memestra eo un tamm simpl an istor, n’eus ket kalz […]

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: