Secrets du manga : Seoul District

Un teulfilm all a zo bet skignet gant Arte diwar-benn ar manga. Ur film ispisial kenañ eo, peogwir e tiskouez krouidigezh ur manhwa (korean). Labour ar skrivagner, labour an treser hag e skipailh, an darempred gant an embannerien… Dedennus kenañ eo, gwelet e vez pegen start eo sevel un istor a-seurt-se, an enklaskoù eo ret ober evit seblantout gwir, ar prantadoù un tamm startoc’h. Iskis eo ar film ivez peogwir n’eo ket un teulfilm rik. Lodennoù eus istor ar manhwa a zo lakaet e film (evel ma vefe ijin ar skrivagner pe an treser lakaet da vev evidomp) ha lodennoù zo a seblant un tamm faos, evel kasting ar re a sikouro an treser pe ali al lennerien war ar chabistr kentañ. N’eo ket anat neuze gouzout petra ’zo gwir ha petra ’zo bet adkrouet evit ar film. Un tamm direnkus eo neuze, met dedennus kenañ eo memestra e-keñver bed an embann manhwa hag all. Krouet ez eus bet ur blog gant Arte evit skignañ filmoù berr-tre (2 pe 3 munutenn) evit kontañ istor ar manga, displegañ un tamm ar sevenadur cosplay ha traoù evelse, bet sevenet ivez gant Hervé Martin-Delpierre. Un doare mat da vrudañ ar sevenadur-se hep lârat “dreist eo” na “nul eo” met displegañ en un doare sklaer ha berr eus petra zo kaoz. Manga District eo anv an abadennouigoù-se. Un dra all n’em eus ket komprenet mat c’hoazh, war a seblant e vo embannet Seoul District (ar manhwa a zo kaoz dioutañ er film) war ar rouedad, ar manhwa niverel kentañ en Europa… Seblantout a ra plijus a-walc’h ar manhwa mod all, doare da dresañ ar manhwaga (desket ‘m eus gerioù nevez niark niark) a zo sirius, teñval, gwirvoudel hag an istor (diwallit, spoilers a zo e-leizh en teulfilm) dedennus. Ur c’hazetenner yaouank a vez tapet en ur sapre afer etre ar mafia hag embregerezhioù bras, gant itrikoù politikel etre Korea ar Su ha Korea an Norzh… Ehe!

Advertisements

Lezel ur respont

Fill in your details below or click an icon to log in:

Logo WordPress.com

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont WordPress.com Log Out / Kemmañ )

Skeudenn Twitter

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Twitter Log Out / Kemmañ )

Luc'hskeudenn Facebook

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Facebook Log Out / Kemmañ )

Google+ photo

Emaoc'h oc'h ober un evezhiadenn gant ho kont Google+ Log Out / Kemmañ )

War gevreañ ouzh %s

%d bloggers like this: